Karabinenn

Eus Wikipedia
An M1 Garand hag an doare berraet, an M1 Carbine

Karabinenn a vez graet eus un arm-tan gant ur c'hanol hir met berroc'h eget hini ur fuzuilh pe ur mousked. Darn anezho zo doareoù berraet eus fuzuilhoù all, o tennañ ar memes doare bolodoù. Lod all a c'hell tennañ bolodoù bihanoc'h, betek reoù evit pistolennoù.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Grondin (benel, ur c'hrondin) e oa ar ger brezhonek kent an amprest diouzh ar galleg carabine[1].
Ar galleg carabine a oa deuet e 1694 eus an italianeg, portugaleg ha spagnoleg carabina evit envel seurt mouskedoù, dre implijerien gentañ an arm, anezho marc'hegerien lesanvet "carabiniers", eus ar ger galleg carabin "marc'heger" (1575)[2] Ne ouier ket hiroc'h war orin ar ger carabin. Evit lod e vefe diwar ar provañseg calabre "mekanik brezel kozh" ; evit tud all e teufe eus al latin calabrinus "Calabriat", peogwir e teue ar c'hentañ marc'hegerien-se eus Calabria.[3].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]