M1 Garand
An M1 Garand zo ur fuzuilh hanter emgefreek oc'h implij bolodoù .30-06 Springfield. Bez e oa fuzuilh diazez al lu stadunanat e-pad an Eil Brezel-bed ha Brezel Korea ; ne oa ket bet implijet kalz e-pad Brezel Vietnam. Darn eus an armoù M1 a oa bet savet evit nerzhioù lu Stadoù-Unanet Amerika, en desped da-se kantadoù a vilieroù anezho a voe savet ha roet evel harp brezel da gevredidi ar vro.
Implijet e vez ar Garand c'hoazh hiziv-an-deiz dreist-holl evit an unvezhioù dibunañ pe gourdoniñ. Implijet e vez ivez gant an trevourien evit ar chase, an tenn-sport pe evel arm dastumadeg.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Soudard stadunanat e-kichen Saint-Lo e 1944.
Ur soudard stadunanat gant prizonidi komunour e-pad Brezel Korea
Soudarded an USMC o tibunañ gant fuzuilhoù M1 Garand gant klezeier-fuzuilh