Mont d’an endalc’had

.22 Long Rifle

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant .22 Long.
.22 Long Rifle
Skeudenn ar pennad .22 Long RifleA gleiz da zehou : kartouchennoù .22 Short - .22 Long Rifle - .22 Magnum - .22 Hornet
Doare
Kalibr .22 / 5,56 mm
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ war an dro
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 5,56 mm
Ø trogleuziñ 5,4 mm
Ø kolier 5,7 mm
Ø korf an douilhez 5,7 mm
Ø strad 7,1 mm
Tevder ar strad 1,1 mm
Hirder an douilhez 15,6 mm
Hirder ar gartouchenn 25,4 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 1,9 - 2,6 g
Boled implijetañ : 40 greunenn (2,6 g)
Tizh o vont e-maez V0 320 - 500 m/s
Energiezh ar vannadell 140 - 277 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .22 Long Rifle, .22 LR pe c'hoazh .22 lfB (Lange für Büschen) er broioù alamanek, anvet alies 22 (anv metrek : 5.6 × 15 mmR) zo ur stumm boutin munisionoù skoet war o zro, .22 o c'halibr, da lavaret eo 22/100 ur meutad amerikan. Diazezet eo war ar c'halibroù .22 Short ha .22 Long. Implijet e vez e meur a seurt fuzuilhoù, karabinennoù, pistolennoù ha revolverioù. Munisionoù marc'hadmat int, resis war hedoù-tenn berr ha nebeud a argil gante.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ijinet e oa bet e 1887 gant ar saver armoù J. Stevens Arms & Tools Company p'en doa lakaet ur boled 40 greunenn (2,59 gram) war un douilhez .22 Long. E-touez ar c'hartouchennoù implijet ar muiañ hiziv an deiz eo an .22 LR hini vihanañ familh ar re 5,56 mm : munisionoù brezel evel ar 5,56 × 45 mm o dez ar memes kalibr met kalz galloudusoc'h int.

Hervez an National Shooting Sports Foundation, ur gevredigezh stag ouzh industrielezh an armoù-tan er Stadoù-Unanet, ha meur a zen arbennik,[1] an .22 LR eo ar munision gwerzhet ar muiañ er bed. Ar c'halibr-mañ a zo ouzhpenn an hanter deus ar c'hartouchennoù produet er Stadoù-Unanet, hag unan deus ar re boblekañ eno.

Implijet e vez er sportoù tennañ evit kelenn diazezoù an tennañ d'an deraouidi hag e kenstrivadegoù 'zo evel an Hunter, ar bistolenn 25 metr pe ar garabinenn 50 metr. Er biatlon e raer ivez gant ar c'halibr-mañ. Ne vez ket implijet en armoù-brezel, met stummoù .22 LR eus armoù hiniennel brezel a zo bet produet a-wechoù en istor evit deskiñ dornata an armoù ha diazezoù an tennañ d'ar soudarded yaouank oc'h implijout munisionoù marc'hadmatoc'h evit ar re orin, evel da skouer el Lee-Enfield breizhveurat pe er c'harabinennoù .wz 45, a oa kopiennoù polonat eus ar fuzuilhoù Mosin-Nagant. Kalz armoù brudet a-vremañ o dez stummoù e .22 Long Rifle : AR-15 a bep seurt, Colt M1911, CZ P-09, Beretta 92, pe ar pistolennoù Glock en o zouez.

Implijet e vez gant ar chaseourien evit ar jiboez bihan hag evit lazhañ loened gwelet evel noazus evel an avanked-Spagn e Bro-C'hall pe ar c'hoioted e Norzhamerika. E Frañs e c'haller implijout anezhe evit lazhañ avanked-Spagn da skouer, met evel e broioù all eo difennet evit chaseal al loened karnek (kirvi, yourc'hed, moc'h-gouez da skouer) abalamour d'o nerzh re izel.

Boestadoù kozh kartouchennoù .22 LR eus ar merk alaman RWS.

40 greunenn (2,59 gram) eo pouez standard boledoù an .22 LR, met stummoù etre 20 ha 60 greunenn a zo anezhe. En Europa e kaver peurliesañ reoù 36, 38, 40 pe 45 greunenn da werzhañ.

Disheñvelaet e vez peurliesañ pevar variezon .22 LR diwar o zizh :

  • Subsonic, da lavaret eo dindan 340 m/s (metr dre segondenn). Nebeutoc'h a drouz a reont evit ar re all, dreist-holl pa implijer anezhe asambles gant ur reduer-son. Diaes eo implijout anezhe en armoù daomaotomatek abalamour d'o nerzh izel.
  • Standard : 341-369 m/s. Produerien 'zo evel RWS a renk e gwirionez munisionoù 320 pe 330 m/s e-touez ar re standard, daoust dezhe bezañ izeloc'h o zizh evit hini ar son.
  • High-velocity : tizh uhel, 370-400 m/s, evel ar Blazer (CCI) pe ar Federal Champion HV. Ar re-mañ a implijer kentoc'h en armoù damaotomatek.
  • Hyper-velocity pe Ultra-velocity : tizh uhel-kenañ, ouzhpenn 400 m/s, evel ar Stinger produet gant CCI pe ar Viper gwerzhet gant Remington. Nebeut-implijet int.

Ar c'hartouchennoù .22 LR orin ha standard implijet er sportoù tennañ o dez boledoù plom ront o fenn (LRN, Lead Round Nose). Kavout a raer ivez boledoù kouevr pe toull o fenn evit chaseal dreist-holl.

Kartouchennoù .22 Long Rifle dezhe boledoù a bep seurt (a gleiz da zehou) : boled standart LRN (Lead Round Nose, ront e benn) e plom, boled HP (Hollow Point, toull e benn) e plom, boled LRN e kouevr, boled HP e kouevr.
  1. (en) Evel Jim HARMER, Top 15 most popular rifle cartridges, 13/02/2024


  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan