Mont d’an endalc’had

CZ P-09

Eus Wikipedia
CZ P-09


Ur bistolenn CZ P-09 (stumm kentañ) e 9 mm Parabellum
Kinnig
Bro Banniel Tchekia Tchekia
Doare Pistolenn damaotomatek SA/DA
Mont en-dro Tennata dre argil berr ar c'hanol
Munisionoù 9 mm Parabellum
.40 S&W
.22 LR
Produerien Česká Zbrojovka,

FAME S.A.C. (e Banniel Perou Perou)

Mare produiñ Abaoe 2013
Perzhioù teknikel
Stumm kentañ
Mas (hep kartouchenn) 860 g
Hirder 205 mm
Ledander 37 mm
Uhelder 148 mm
Hirder ar c'hanol 115 mm (4,5")

Tizh ar boled V0 360 m/s gant ur boled 8 g e 9 mm Parabellum
313 m/s gant ur boled 11 g e .40 S&W
Endalc'h Karger fiñv 19 tenn (9 mm Parabellum), 15 tenn (.40 S&W) pe 10 tenn (.22 LR)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar CZ P-09 zo ur bistolenn damaotomatek savet gant an embregerezh tchek Česká Zbrojovka abaoe 2013. Un arm e polimer eo, diazezet e wikefre war hini ar bistolenn CZ 75, hag a ya he flatinenn en-dro e mod un-ober ha daou-ober. Ur c'hi diavaez he deus, er c'hontrol d'ar CZ P-10.

Stumm kentañ (2013)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar CZ P-09 a oa da gentañ stumm bras ar CZ P-07 (deuet er gouloù e 2009). En e stumm kentañ he doa ur c'hanol 115 mm, hag ul loc'henn dizarmiñ evit an dehouidi koulz hag ar gleizidi[1]. Al loc'henn-mañ a c'hall bezañ staliet ur surded en he flas. Kambret e oa da gentañ e 9 mm Parabellum (endalc'h 19+1), e .40 S&W (endalc'h 15+1) pe e .22 LR (endalc'h 10+1).

Ur CZ P-09 C Nocturne SR

Stumm Nocturne (2024)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2024 e voe kinniget ur stumm azasaet evit ar binvioù optikel anvet Nocturne[2]. Kambret eo e 9 mm Parabellum hepken. Kemeret en deus plas ar P-09 sivil kozh war katalog ar merk, met gwerzhet e vez gant CZ stummoù P-09 NATO soñjet evit ezhommoù an arme pe ar polis. Ar stumm Nocturne a vez gwerzhet e pevar adstumm nes :

  • P-09 C Nocturne (evit Compact) : 740 gram hep boled ebet, kanol 95 mm, endalc'h 15 kartouchenn. Kemeret he deus plas ar CZ P-07 e katalog ar merk.
  • P-09 F Nocturne (evit Full) : 830 gram hep boled ebet, kanol 115 mm, endalc'h 19 kartouchenn
  • P-09 C Nocturne SR hag F Nocturne SR : adstummoù heñvel, sazilet o c'hanol evit degemer ur reduer-son.

Polisoù Tchekia, Hungaria[1], Slovenia[3] hag archeriezh Mec'hiko[4] a ra gant P-09. Amprouennoù an arme stadunanat a dremenas an arm evit kemer plas ar Beretta 92, met ne voe ket choazet[1]. Un nebeud kantadoù a skouerennoù a zo bet produet e Perou gant an embregerezh FAME evit ezhommoù arme ar vro[5].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 3 (en) EASTWOOD Brent M., CZ P-09: The Powerhouse 9mm Gun the US Military Passed On, The National Interest, 29/05/2024 (lennet d'an 21/01/2025)
  2. ↑ (fr) Tout nouveau: les pistolets en polymère CZ P-09 F NOCTURNE et CZ P-09 C NOCTURNE sont Optics Ready et constituent le début de la nouvelle série de pistolets de service, All4Shooters, 11/09/2024 (lennet d'an 21/01/2025)
  3. ↑ (sl) Na slovenském boji proti terorismu vydělají Češi, Idnes, 21/12/2015 (lennet d'an 21/01/2025)
  4. ↑ (es) VEGA Angel, Las diez claves de la Gendarmería en Tabasco (diellet), Tabasco Hoy, 10/07/2017 (lennet d'an 21/01/2025)
  5. ↑ (es) CZ y FAME Perú ensamblarán 250 Pistolas P-09 de 9 mm. en los próximos meses, Defensa.com, 02/04/2016 (lennet d'an 21/01/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan