Platinenn (arm-tan)
Platinenn un arm-tan eo ar wikefre a lak ur munision da vezañ skoet, pe flammet evit an armoù-tan koshañ. A bep seurt platinennoù a gaver. Ar ger platinenn a implijer diwar-benn an armoù-tan hiniennel dreist-holl. An obuzioù modern ne vezont ket skoet gant ur wikefre ken met a-drugarez d'ur sistem tredan.
Platinennoù an armoù kozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emdroadur ar sistemoù en Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1400 : ar c'houlerinennoù a implije ur sistem dre zorn : ur vechenn flammet a veze lakaet gant an dorn war an toull e-lec'h ma oa poultr.
- 1450 : Platinennoù-mechenn : ar vechenn flammet a oa pozet dre ur sistem mekanik war an toull.
- 1500-1505 : Platinennoù-rod : un tamm pirit a frot ouzh ur rodig dantelet hag a brodu ur fulenn. Ganti e vez flammet ar poultr. Ur brastres platinenn-rod a weler war gCodex Atlanticus Leonardo da Vinci. Mekanikerezh ar platinennoù-rod a oa hir da sevel ha koustus.
- 1550 : Platinennoù Miquelet ha snaplock : un tamm kailhastr a ya da skeiñ ouzh ur blakenn vetal.
- 1612 : Platinennoù-kailhastr : ijinet gant ar Gall Marin Bourgeois, en deus mesket an daou sistem a oa a-raok. Ar poultr a zo lakaet en un toullig (loa) ha gwarezet gant ar golo-loa. Pa denner e vez savet ar golo-loa gant ar c'hi ha dont a ra e gailhastr da skeiñ ouzh ar poultr. Dre se e c'haller kargañ an arm kalz a-raok tennañ hep risk ne 'z afe kuit pe e vefe glebiet ar poultr. Ar platinennoù-kailhastr a voe implijet stank e-pad ar XVIIvet ha XVIIIvet kantved. Dilezet e voe tamm-ha-tamm er bloavezhioù 1820 ha 1830.
- 1818 : Platinennoù-skeiñ : an armeurer Jean Lepage a ijinas etre 1807 ha 1810 an emorsiñ gant fulminat merkur, a oa efedusoc'h ha galloudusoc'h evit an emorsiñ gant poultr du implijet betek neuze. E 1818 e voe ijinet ar mod da lakaat ar fulminat merkur e kapsulennoù bihan gant un armeurer gall all, François Prélat. Dre se e voe krouet ar platinennoù-skeiñ : ar c'hi a zeue da skeiñ ouzh an emors fulminat merkur lakaet en ur siminal. Kaset e veze an darzhadenn dre ar siminal d'ar gulasenn, enni poultr du.
War-dro 1828 e voe ijinet ar c'hartouchennoù brochennet gant ar Gall Casimir Lefaucheux. E 1845 e voe savet ar c'hartouchennoù modern kentañ, skoet war o zro, gant Louis-Nicolas Flaubert. Er sistemoù-se e oa bodet, evit ar wech kentañ, an holl elfennoù a gaver bremañ er c'hartouchennoù : emors, poultr, douilhez ha bannell.
Platinennoù an armoù-dorn modern
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar mod da vont en-dro a zo war an armoù-dorn modern, dezho kartouchennoù a-vremañ. Anvet e vezont peurliesañ diwar akronim o anvioù saoznek : SA, DA, SA/DA pe DAO.
Platinennoù SA (Single Action, Un-Ober)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar revolverioù kentañ az ae en-dro en ur mod «un-ober» nemetken (e saozneg SA, Single Action). Gant ar sistem-se, pouezañ war an draen a zieub ar skoer, met ne arm ket anezhañ. A-raok tennañ e ranker neuze armiñ ar mekanikerezh en ur sachañ war ar c'hi. Pa vez distegn ar c'hi war armoù un-ober, pouezañ war an draen n'en devez efed ebet. Pouez-loc'hañ draen ur arm un-ober zo izel (etre 1,5 kg ha 3 kg).
War bistolennoù zo (Colt M1911 da skouer) e vez stegnet ar c'hi en un doare aotomatek bewech ma vez tennet.
Platinennoù DA (Double Action, Daou-Ober)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 1850 eo bet ijinet ar revolverioù «daou-ober» kentañ (e saozneg DA, Double Action). War an armoù-se, pa vez pouezet war an draen e vez stegnet ar c'hi tamm-ha-tamm ha distegnet a-daol-trumm evit ma vo skoet ar munision. N'eus ket ezhomm da armiñ ar c'hi gant an dorn a-raok tennañ, met hiroc'h eo red an draen ha muioc'h a nerzh a rank bezañ lakaet da bouezañ warni.
Platinennoù SA / DA (Single Action / Double Action, Un-Ober / Daou-Ober)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar braz eus an armoù-dorn modern a c'hall bezañ implijet en daou vod : pe en ur armiñ ar c'hi gant an dorn a-raok tennañ (SA), pe en ur implijout an draen nemetken da dennañ (DA). Pistolennoù evel ar SIG P220 pe ar Beretta 92 zo SA/DA.
Platinennoù DAO (Double Action Only, Daou-Ober Nemetken)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E pistolennoù zo, evel ar Walther PPQ, eo kuzhet ar c'hi er mekanikerezh (morzhol a vez graet anezhañ neuze), pe n'eus ket anezhañ tamm ebet (sistem hammerless ar pistolennoù Glock). DAO (Double Action Only) a vez graet eus ar platinennoù-se, peogwir n'haller ket armiñ ar c'hi e mod un-ober. Pa denner an tenn kentañ gant ur bistolenn DAO eo uhel-kenañ pouez-loc'hañ an draen (etre 3,5 kg ha 8 kg). Priziet eo ar sistem-se gant ar polis (diaesoc'h eo tennañ ha nebeutoc'h a riskloù gwallzarvoudoù a zo) pe gant an armeoù : ablamour ne weler ki ebet ez eus nebeutoc'h a riskloù e yafe loustoni en arm, da vare emgannoù e lec'hioù enne kalz poultrenn, fank pe traezh.
-
Ur revolver un ober (SA) : ar Colt SAA (krouet e 1872)
-
Ur revolver gall Manurhin MR 73 un-ober / daou-ober (SA/DA).
-
Ur bistolenn Glock 17 Gen 4. Ne weler ki ebet e penn ar gulasenn : un arm daou ober nemetken eo (DAO).