Mont d’an endalc’had

Glock (pistolenn)

Eus Wikipedia
Evit sterioù all, gwelet Glock.
Glock


Ur bistolenn Glock 17 (pevare rummad)
Kinnig
Bro orin  Aostria
Doare Pistolenn damaotomatek DAO
Mont en-dro Tennata dre argil berr
Munisionoù 9 × 19 mm Parabellum
.22 Long Rifle
.40 S&W
.45 ACP
.45 GAP
.380 ACP
.357 SIG
Krouer Gaston Glock
Produer Glock
Mare produiñ Abaoe 1982
Perzhioù teknikel
(Glock 17 standart, rummad 5)
Mas (gant he c'harger, hep kartouchenn) 705 g
Mas (karget, karger 17 tenn) 915 g
Hirder (stumm hirañ) 204 mm
Hirder ar c'hanol 114 mm

Endalc'h Karger fiñv 17 kartouchenn (stumm diazez)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Glock zo un rummad pistolennoù ijinet gant Gaston Glock etre 1979 ha 1982, ha produet gant an embregerezh Glock eus Deutsch-Wagram (Aostria) abaoe 1982. Da gentañ holl e voe implijet gant lu ha polis ar vro-se adalek 1982 dindan an anv P80. Anvet eo ivez Glock Safe Action gant an embregerezh abalamour d'he draen dezhi ur pouez-loc'hañ uhel ha da dri live surentez.

An holl rummadoù hag adstummoù eus ar bistolenn Glock zo savet tro-dro d'ar memes diazez, a oa modern-tre e deroù ar bloavezhioù 1980 :

  • ur framm e polimer, skañvoc'h evit ar pistolennoù hengounel e dir ;
  • ur skoer bannet ;
  • un endalc'h uhel (17 kartouchenn evit ar Glock 17 orin) ;
  • n'eus ki ebet, na surded diavaez ebet war an arm.

Rummadoù hag adstummoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An adstumm diazez eo ar Glock 17, ijinet e 1979-1982 gant Gaston Glock. An niver 17 a dalveze e c'halle bezañ lakaet 17 kartouchenn e karger an arm. Pemp rummad Glock 17 a zo bet betek-henn[1] hag ur c'hwec'hvet hini zo bet kemennet a-benn miz Genver 2026[2]. Gwerzhet int dindan an anvioù Gen1 da Gen6.

Rummad 1 (1980-1982)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Produet e voe da gentañ dindan an anv P80 evit arme Aostria a oa o klask un arm-dorn standart nevez. Framm ar bistolenn a oa e polimer, un danvez marc'had-mat, skañv ha solut war un dro, un arguzenn vat evit implijerien evel soudarded pe poliserien a zouge o arm gante bemdez. He skoer a oa lañset, da lavaret eo e veze adarmet anezhañ betek-gouzout ne vije ket bet skoet mat ur gartouchenn. Hec'h endalc'h (17 + 1 kartouchenn) a oa e-touez ar re vrasañ war ar marc'had pa oa bet savet.

Rummad 2 (1988)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud cheñchamantoù a voe degaset e framm an arm, evel ar pikoù war an dornell da aesaat an dornata.

Rummad 3 (1998)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reilhoù a voe ouzhpennet d'ar framm da stagañ warni pezhioù ouzhpenn evel gouleier. Cheñch a reas an dornell da glotañ gwelloc'h ouzh stumm ar bizied.

Rummad 4 (2009)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Neuz danvez ar framm a cheñchas.

Rummad 5 (2017)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemmet e voe beskell toull ar c'harger da vuanaat ar pourvezañ, ha dilezet roudoù bizied ar rummadoù 3 ha 4[3].

Rummad 6 (kemennet a-benn miz Genver 2026)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemmoù a zo bet degaset evit gwellaat ergonomiezh an arm dreist-holl : neuz ar grip zo un tamm disheñvel, ha grip ouzhpenn evit ar biz-meud a zo a-us d'ar pontig. Eeunoc'h eo an draen ha kemmet eo bet toull ar c'harger. An elfenn nevez a weler ar muiañ eo al lost hiroc'h a-dreñv d'an dornikez, evit delc'her gwelloc'h ar bistolenn[4]. An adstummoù G17, G19 ha G45 a vo kinniget e stumm Gen6 er penn-kentañ[2].

Adstummoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a adstumm eus ar Glock 17 orin a zo bet kinniget abaoe deroù ar bloavezhioù 1980. Anvet int holl gant al lizherenn G hag un niver disheñvel. E 2025 e vez gwerzhet an adstummoù-mañ[5] :

  • G18, stumm aotomatek
  • G19, stumm bihanoc'h Compact
  • G26, stumm bihan-kenañ Subcompact
  • G34, stumm Competition
  • G45, G47, G48
  • G44
  • G22 Standard
  • G23, stumm Compact
  • G27, stumm Subcompact
  • G35, stumm Competition
Ur Glock G29 kambret e 10 mm Auto
  • G20 Standard
  • G29, stumm Subcompact
  • G40, stumm Long slide dezhi ur c'hanol hiroc'h
  • G21 Standard
  • G30, stumm Subcompact
  • G41, stumm Competition
  • G37 Standard
  • G38, stumm Compact
  • G39, stumm Subcompact
  • G25 Standard
  • G28, stumm Subcompact
  • G42, stumm Subcompact
  • G31 Standard
  • G32, stumm Compact
  • G33, stumm Subcompact

Polis hag arme Aostria e voe ar re gentañ o tibab pistolennoù Glock 17 evel armoù reolius, dindan an anv P80, e 1982. Norvegia (e 1985) ha Sveden (e 1988) a reas heñvel evit o armeoù[6]. E 2018 e oa mestr Glock war 65% eus marc'had an armoù-dorn e Stadoù-Unanet Amerika evit an nerzhioù polis pe surentez[7]. Nerzhioù lu, aozadurioù surentez ha nerzhioù polis e 48 bro dre ar bed d'an nebeutañ a zo bet pourvezet gant pistolennoù Glock. E 2022, tirlu Bro-C'hall en doa resevet 74.596 Glock 17 Gen 5 a oa bet urzhiet gantañ e 2020 evit dont da vezañ o arm-dorn standart nevez[8].

Pa voe gwerzhet ar c'hentañ pistolennoù Glock war ar marc'had sivil, er Stadoù-Unanet peurgetket, e savas reuz : o frammoù polimer a oa eus un tu gwelet fall gant lod e bed an armerezh, pa soñje da dud zo e oant re vresk ; eus an tu all, nec'het e oa ar Stadoù hag an embregerezhioù surentez pa veze kredet ne c'halle ket bezañ diskoachet ar pistolennoù gant porchedoù surentez an aerborzhioù[6]. N'eo ket gwir koulskoude abalamour ma vez implijet tammoù dir evit pezhioù zo (kanol, riklerez ha gwinterelloù da skouer.

  1. (en) Glock History war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 11/02/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (en) GLOCK Announces Generation 6: G17, G19, and G45 Get Ergonomic Overhaul, The Firearm Blog, 06/12/2025)
  3. (en) Glock 17 Gen. 4 vs Gen. 5 war al lec'hienn Ammo For Sale, 31/03/2021 (lennet d'an 11/01/2024)
  4. (en) Technology Gen6 war lec'hienn Glock (lennet d'ar 06/12/2025)
  5. (en) Choose your GLOCK ! war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 07/12/2025)
  6. 6,0 ha6,1 (fr) HARTINK A. E., L'encyclopédie des pistolets et revolvers, Maxi-Livres, 2004, ISBN 2-7434-4777-X, p. 132
  7. (en) ÇAM Deniz, The Billionaire Who Got Rich Off Glock Guns, Used By The Police As Well As Mass Shooters, Forbes, 19/11/2018 (lennet d'an 11/02/2024)
  8. (fr) LAGNEAU Laurent, Les derniers pistolets semi-automatiques Glock 17 Gen 5 FR ont été livrés aux forces françaises, Opex360, 15/10/2022 (lennet d'ar 07/12/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan