10 mm Auto
| 10 mm Auto | |
|---|---|
Ur gartouchenn 10 mm Auto | |
| Doare | |
| Doare korf an douilhez | kreuzenn, eeun |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Bloavezh krouidigezh | 1983 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 10,16 mm |
| Ø kolier | 10,74 mm |
| Ø korf an douilhez | 10,80 mm |
| Ø strad | 10,80 mm |
| Tevder ar strad | 1,40 mm |
| Hirder an douilhez | 25,20 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 32 mm |
| Pouez ha perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 10 - 12 g |
| Tizh o vont e-maez V0 | 390 - 460 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 2.300 bar |
| Energiezh ar vannadell | 880 - 1.051 J |
| Emors | LP |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
An 10 mm Auto, anvet ivez 10 mm Automatic, 10 mm Norma pe 10 × 25 mm (e anv metrek), zo ur munision armoù-dorn produet adalek 1983 gant an embregerezh svedat Norma, diwar labourioù ar Stadunanad Whit Collins. Klask a rae neuze sevel ur gartouchenn dezhi perzhioù mat an 9 mm Parabellum (skañvoc'h, nebeutoc'h a argil) hag ar .45 ACP (galloud-herzel uheloc'h), en ur zoujañ ouzh perzhioù ar "munision skouer" termenet gant Jeff Cooper : boled 200 greunenn kaset da 366 m/s, gant ur c'halibr 10 mm[1].
Ar bistolenn Bren Ten a voe an hini gentañ kambret evit ar munision nevez 10 mm Norma nevez, met freuzstal a reas he froduer e 1986. Daoust da se, treuzvevañ a reas ar munision abalamour da zaou zarvoud : fuzuilhadeg Miami e 1986 a lakaas an FBI da glask munisionoù galloudusoc'h[1], hag an embregerezh Colt a ginnigas e 1987 an Delta Elite, ur bistolenn diazezet war ar Colt M1911 ha kambret e 10 mm Auto.
Amprouet e voe ar c'halibr gant an FBI e dibenn ar bloavezhioù 1980, met ne voe ket dibabet gant an ajañs[2]. Rebechet e veze e argil dezhañ dreist-holl, hag e-lec'h e voe savet ar gartouchenn .40 S&W evite[1]. Un nebeud armoù-dorn kambret e 10 mm Auto a vez produet pe ijinet c'hoazh, daoust d'ar c'halibr-mañ bezañ kalz nebeutoc'h poblek evit an 9 mm Parabellum pe ar .45 ACP da skouer. Ar c'halibroù .357 SIG pe .40 S&W zo deveret anezhañ.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP