Mont d’an endalc’had

Munision

Eus Wikipedia
Troc'h un obuz 75 mm, ur munision kanolierezh.

Ar munision eo ar pezh a garger en un arm-tan. Ennañ e kaver da nebeutañ ur gargad poultr da gas ur vannadell war-raok, hag ur vannadell pe meur a hini (drajez plom, boled, obuz). Disheñvelaat a raer peurliesañ ar munisionoù armoù-tan hiniennel (dindan 20 mm o c'halibr) diouzh ar munisionoù kanolierezh (a-us da 20 mm).

Abaoe eil hanterenn an XXvet kantved e c'hall munisionoù zo bezañ kaset dre o nerzh dezhe (roketennoù, misiloù), hag a-wechoù e c'hallont bezañ heñchet eus al leur pe kavout o hent o-unan. Ar vannadell a c'hall bezañ leuniet a-wechoù gant danvez-tarzh, shrapnel pe produioù kimiek.

Munisionoù an armoù hiniennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartouchennoù an armoù hiniennel rizennet o c'hanol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hartouchennoù a vez anvet peurliesañ diwar kalibr o boled pe ar c'hanol gouest da zegemer anezhe, lavaret e milimetroù pe e meutadoù, gant titouroù all war-lerc'h. Savet eo an holl vunisionoù modern er memes mod : skoer an arm a laka an emors a zo e strad ar gartouchenn da darzhañ en ur skeiñ warnañ. An emors a lak goude ar poultr da darzhañ en douilhez. Ar gaz produet a vount ar boled e-maez eus an arm dre ar c'hanol. An douilhez a vez tennet goude deus an arm, pe gant an tenner e-unan a-drugarez d'ur vorailh da skouer, pe gant an arm e-unan pa vez damaotomatek pe aotomatek.

An douilhez a vez graet e laton peurliesañ. Gellet a ra bezañ eeun (evel war kalz kartouchennoù evit an armoù-dorn), pe e stumm ur voutailh (bottleneck) evel war ar braz eus ar munisionoù armoù-skoaz modern. Ur wech tennet ar boled e krog krabanoù an arm en douilhez dre he strad evit kas anezhi er-maez, a-drugarez d'ur bourled (rimmed, evit ar munisonoù koshañ) pe d'ur greuzenn (rimless, munisonoù modernoc'h). Un nebeud munisionoù dezhe ur greuzenn o deus ur gouriz (belted) ivez a-us d'ar strad evit aesaat an adkambriñ.

Douilhezoù ur munision skoet e kreiz (.22 LR, a-gleiz) hag ur munision skoet war e dro (9mm Luger, a-zehou). An toullig graet gant ar skoer a weler war pep hini anezhe.

Doare skeiñ ha tarzhadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An emors a c'hell en em gavout e kreiz ar strad (evit ar munisionoù skoet e kreiz) pe dasparzhet war vord ar strad (evit ar munisionoù skoet war o zro). Ar poultroù modern divoged a zo savet dreist-holl gant nitroseluloz. Kemeret o deus plas ar poultr du e dibenn an XIXvet kantved.

Ar boledoù, pe bannadelloù, a gaver alies plom pe kouevr enne. Pouez ar boled a vez eztaolet e grammoù pe e greun (1 c'hreunenn = 0,0648 gramm hag 1 gramm = 15,4324 greunenn). Doareoù boledoù disheñvel a gaver hervez o stumm hag o im:pli :

  • LRN : Lead Round Nose ; boled plom simpl ha marc'hadmat, nann-wisket, ront e benn
  • FMJ : Full Metal Jacket ; boled gwisket, da lavaret eo goloet gant metal kalet. Ne zistumm ket pa sko ouzh un dra.
  • FMC flat : Full Metal Case ; boled gwisket, plat e benn, implijet er sportoù tennañ dreist-holl.
  • JSP : Jacketed Soft Point ; boled gwisket, nemet e benn a zo gwak.
  • JHP : Jacketed Hollow Point ; boled gwisket ha kleuz e benn, ar pezh a laka penn ar boled da zistummañ aesoc'h pa stok ouzh un dra en ur ober muioc'h a zistruj.
  • SJ ESC : Semi Jacketed Exposed Steel Core ; kalonenn e dir damwisket, da doullañ ar jiletennoù enepboledoù.
  • Spitzer : anv jenerek roet d'ar boledoù begek
  • Wadcutter pe Semi-wadcutter : boledoù plaen o beg

Kartouchennoù chase evit ar fuzuilhoù flour o c'hanol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur gartouchenn chase kalibr 12/70.

Er c'hartouchennoù chase e kaver ur vourellenn etre ar poultr hag ar bannadelloù, ablamour da zasparzhañ mat nerzh tarzhadenn ar poultr. Ar bannadelloù a zo alies drajez plom, brasoc'h pe bihanoc'h hervez al loened chaseet, pe ur boled sanket penn-da-benn en douilhez evit chaseal loened brasoc'h (moc'h-gouez da skouer). Muioc'h-mui a vannadelloù dir a vez implijet e-plas ar plom, a zo difennet abaoe 2023 evit chaseal war dakadoù gleb[1]. Douilhez ar c'hartouchennoù chase modern a zo graet o strad alies gant laton hag ar peurrest e plastik.

Taolennoù ar munisionoù modern nesañ evit an armoù hiniennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Munisionoù armoù-dorn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roadennoù ar vannouriezh (munisionoù a gaver er stalioù) barregezhioù-implij skoueriek
Doare treuzkiz

boled

treuzkiz

boled

hirder

kartouchenn

hirder

douilhez

pouez

boled

pouez

boled

tizh

da nebeutañ

tizh

d'ar muiañ

energiezh

da nebeutañ

energiezh

d'ar muiañ

Pouez Tizh Energiezh Argil
unanenn mm meutad mm mm g Greun m/s m/s J J greun m/s J kg m/s
Munisionoù pistolennoù damaotomatek
.22 LR 5,56 .223 25,40 15,60 1,9 - 2,6 30 - 40 370 500 180 260 32 440 200 0,91
7,65 mm Browning (.32 ACP) 7,94 .313 25 17,30 4-5 62-77 280 335 170 240 73 318 239 1,50
9 mm Browning

(.380 ACP)

9,01 .355 25 17,30 6 90 290 350 280 360 90 300 260 1,72
9 mm Parabellum 9,01 .355 29,70 19,15 8-12 124-180 330 400 480 550 124 360 520 2,89
9 mm Imi 9,01 .355 29,70 21,15 8-12 124-180 330 400 480 550 124 360 520 2,89
.38 Super Auto 9,04 .356 32,51 22,86 8-10 124-154 370 430 570 740 130 370 580 3,12
.357 SIG 9,06 .357 28,96 21,97 6,5-8 100-124 410 490 690 820 125 413 692 3,34
.40 S&W 10,17 .400 28,80 21,60 8,7-13 135 - 200 300 340 500 700 180 295 510 3,44
10 mm Auto 10,17 .400 32,00 25,20 9-15 140 - 230 350 490 680 960 180 380 996 4,82
.45 ACP 11,43 .450 32,40 22,80 11-15 170 - 230 255 340 480 670 230 260 510 3,87
.45 GAP 11,43 .450 27,20 19,20 11-15 170 - 230 255 340 480 670 200 310 624 4,03
.454 Casull 11,48 .452 45,00 35,10 16 - 26 240 - 400 430 580 2300 2600 300 500 2460 9,72
.50 AE 12,70 .500 40,90 32,60 19 - 21 300 - 325 440 470 1900 2200 300 470 2150 9,13
Munisionoù revolver (pe evit an daou, met nebeut-implijet er pistolennoù)
.22 LR 5,56 .223 25,40 15,60 1,9 - 2,6 30 - 40 370 500 180 260 32 440 200 0,91
.22 Magnum 5,56 .223 34,30 26,80 1,9 - 3,2 30 - 50 470 700 410 440 40 572 430 1,48
.38 Special 9,06 .357 39,00 29,30 8-10 124-154 270 350 300 450 158 295 435 3,02
.357 Magnum 9,06 .357 40,00 33,00 8-12 124-180 380 520 780 1090 158 395 796 4,04
.41 Magnum 10,40 .410 40,40 32,80 11 - 17 170 - 260 380 480 900 1800 210 375 956 5,10
.44 Magnum 10,90 .429 41,00 32,60 16 - 22 240 - 340 350 450 1000 1800 240 360 1010 5,59
.460 S&W Magnum 11,48 .452 58,40 46,00 13 - 26 200 - 400 465 700 2700 3800 260 630 3340 10,64

Munisionoù armoù-skoaz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roadennoù ar vannouriezh (munisionoù a gaver er stalioù) barregezhioù-implij skoueriek
Doare treuz

boled

treuz

boled

hirder

kartouchenn

hirder

douilhez

pouez

boled

pouez

boled

tizh

da nebeutañ

tizh

d'ar muiañ

energiezh

da nebeutañ

energiezh

d'ar muiañ

Pouez Tizh Energiezh Argil
unanenn mm meutad mm mm g Greun m/s m/s J J Greun m/s J kg m/s
.22 LR 5,60 .223 25,40 15,60 1,9 - 2,6 30-40 370 500 180 260 32 440 200 0,91
5,56 × 45 mm NATO

.223 Remington

5,69 .224 57,40 44,70 3 - 4 30-60 850 993 1670 1890 55 988 1740 3,52
.222 Remington 5,69 .224 54,10 43,20 4-5 50-77 890 1090 1450 1600 50 957 1285 3,10
.243 Winchester 6,20 .243 68,83 51,90 4 - 6 62 - 90 920 1240 2500 2900 90 945 2600 5,51
.270 Winchester 7,00 .275 84,80 64,50 6 90-130 910 1100 3500 4000 130 933 3670 7,86
7 × 57 mm Mauser 7,24 .285 78,00 57,00 8-12 124-180 700 900 3000 3700 160 765 3035 7,93
7 × 64 mm Brennecke 7,24 .285 84,00 64,00 8-12 124-180 820 920 3300 4000 162 800 3360 8,40
7 mm Rem Mag 7,20 .284 84,00 64,00 8-10 124-154 870 1100 4000 4400 150 945 4340 9,18
(7,62 × 51 mm NATO)

.308 Winchester

7,82 .308 69,90 51,20 6,5-8 124-150 780 860 2900 3600 150 860 3594 8,36
.300 Win Mag 7,80 .308 85,00 67,00 8,7-13 135-200 900 990 4500 5000 180 900 4725 10,50
.30-06 Springfield 7,80 .308 85,00 63,00 9-15 140-230 750 890 3800 4000 180 825 3970 9,62
7,92 × 57 mm Mauser 8,22 .324 82,00 57,00 11-15 170-230 720 800 4800 4800 200 740 3550 9,60
.338 Win Mag 8,60 .338 84,80 64,00 11-15 170-230 760 900 3500 5300 200 900 5250 11,66
9,3 × 62 mm Mauser 9,30 .366 83,60 62,00 16-26 240-350 720 800 4300 5200 250 745 4495 12,06
.375 H&H Magnum 9,50 .375 91,00 72,40 16-26 240-350 700 882 5500 6300 270 800 5600 14,00

Normoù ar munisionoù evit an armoù hiniennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou vodad a genlabour asambles evit lakaat normoù war ment ha galloud ar munisionoù :

  • Ar SAAMI (Sporting Arms and Ammunition Manufacturers' Institute), bodet ennañ ar braz eus produerien armoù-dorn Stadoù-Unanet Amerika. Savet eo bet e 1926 diwar c'houlenn gouarnamant ar vro-se.
  • Ar CIP (Commission Internationale Permanente pour l'épreuve des armes à feu portatives), enni 12 bro eus Europa, Chile hag an Emirelezhioù Arab Unanet.

O fal eo gwiriañ eo sur ar munisionoù graet pep produer hag hollvedel evit ar c'halibr-mañ-kalibr, kuit da gaout munisionoù dañjerus peogwir int re garget gant poultr pe dibosubl da lakaat en un arm peogwir int kambret fall da skouer. Ar munsionoù gwerzhet er broioù-se a rank tremen dre ur bank arnod a-raok bezañ lakaet en gwerzh. E Frañs emañ ar BE Saint-Étienne oc'h ober al labour-se.

Munisonoù gwerzhet ar muiañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit meur a abeg eo diaes gouzout peseurt munisionoù a vez gwerzhet ar muiañ er bed. A-du emañ ar bras eus an dud arbennik[2] evit lakaat an .22 Long Rifle e penn ar renkadur. Hervez titouroù dastumet gant Jim Harmer e 2022[3], renkadur ar munisionoù armoù-skoaz gwerzhet ar muiañ er bed a oa :

  • .22 Long Rifle
  • .223 Remington
  • 6,5 Creedmoor
  • .300 AAC Blackout
  • .450 Bushmaster
  • .308 Winchester
  • .30-06 Springfield
  • .300 Win Mag
  • 6,5 PRC
  • 7 mm Remington Mag
  • .22-250 Remington
  • 7 mm-08 Remington

Livajoù ha stampilhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War ur munision e c'haller kavout titouroù war e broduer, e galibr, e vloavezh pe e zoare da skouer. Peurliesañ int engravet er metal pe livet war ar munision.

Munisionoù bihan o c'halibr (dindan 20 mm)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stampilhoù war gartouchennoù skoet war o zro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour da vent bihan ar c'hartouchennoù skoet war o zro implijetañ (.22 Long Rifle, .17 HMR pe .22 WMR) ne gaver ket kalz titouroù warne war-bouez ur stampilh engravet e strad an douilhez evit diskouez anv ar produer. Etre unan ha teir lizherenn a zo engravet peurliesañ.

Luc’hskeudenn Deskrivadur Produer ha bro Evezhiadennoù
A Aguila Ammunition (Mec’hiko)
C hag F kemmesket Cartoucherie Française (Bro-C’hall)[4] Krouet e 1903. Aet da get.
C Cascade Cartridge Inc. (SUA)
E Eley Limited (Bro-Saoz)
F Federal Ammunition (SUA)
G, F hag L kemmesket Fiocchi Munizioni (Italia) GFL a dalvez Guilio Fiocchi Lecco. Arouez kozh.
R en ur skoed Geco (SUA) Norma, RWS, Geco ha Rottweil zo perzh eus ar strollad Ammotec.[5]
Daou G kemmesket Société Française des Munitions (Gévelot) (Bro C’hall)[4] Daou G a dalvez Gévelot Gaupillat. Krouet e 1844. Aet da get.
H Hornady Manufacturing Company (SUA)
Kroaz en ur rond Lapua SK ha Lapua zo perzh eus ar strollad norvegian Nammo Group.[6]
C, B ha C war ul linenn a-dreuz Magtech (Brazil) CBC a dalvez Companhia Brasileira de Cartuchos
R en ur skoed Norma Precision AB (Sveden) Norma, RWS, Geco ha Rottweil zo perzh eus ar strollad Ammotec.[5]
Rem Remington Ammunition (SUA)
R en ur skoed Rheinisch-Westfälischen Sprengstofffabriken (Alamagn) Norma, RWS, Geco ha Rottweil zo perzh eus ar strollad Ammotec.[5]
Tri romb warne al lizherennoù S ha B Sellier & Bellot (Tchekia) An embregerezh a brodu ivez kartouchennoù evit ar merk gall Solognac (2024). Ar memes arouez a gaver warne.
Kroaz en ur rond SK (Norvegia) SK ha Lapua zo perzh eus ar strollad norvegian Nammo Group.[6]
W Winchester (SUA)

Kartouchennoù skoet en o c’hreiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O c'halibr a vez alies engravet war ar c'hartouchennoù modern, kuit da gaout gwallzarvoudoù diwar implij ur munision fall. Anv ar produer a gaver ivez. Stradoù kartouchennoù 'zo a zo gwerc'h[7], evel ar re broduet evit magañ an trafikerezh armoù-tan pe pa ne fell ket d'ur Stad reiñ da c'houzout pelec'h int bet produet. Livioù war veg ar boled a verk perzhioù ispisial ar munisionoù implijet gant armeoù AFNA :[7]

  • ruz : boled roudenner
  • arc'hant : boled trebarzhus hag entaner
  • glas : boled entaner
  • du : boled trebarzhus
  • arc'hant ha ruz : boled trebarzhus, entaner ha roudenner
  • glas ha ruz : boled entaner ha roudenner
  • ruz ha du : boled trebarzhus ha roudenner
  • gwer : kartouchenn hep boled, penn e paper
  • mouk : kartouchenn hep boled, penn e koad
  • melen : munisionoù dezhe ur galloud-tarzhañ uhel
  • gell : munisionoù dezhe ur galloud-tarzhañ izel

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Le Plomb : changement des règles européennes à compter du 15 février 2023, war lec'hienn an FNC (lennet d'an 28/08/2024)
  2. (en) DYER Hilary, 9 top-selling rifle cartridges of all time - Maybe, war Tactical Retailer, 19/10/2023 (lennet d'an 03/05/2024)
  3. (en) HARMER Jim, Top 15 most popular rifle cartridges, Backfire, 13/02/2024 (lennet d'an 03/05/2024)
  4. 4,0 ha4,1 (fr) Lec'hienn Armes et passion, lodenn Cartouches à percussion annulaire (lennet d'ar 06/04/2024)
  5. 5,0 5,1 ha5,2 (fr) Ammotec avec les marques RWS, Rottweil, GECO et Norma war lec'hienn Ammotec (lennet d'ar 06/04/2024)
  6. 6,0 ha6,1 (fr) FREEMAN David, Munitions Lapua et SK rimfire, Guns Magazine, 2020 (lennet d'ar 06/04/2024)
  7. 7,0 ha7,1 (fr) Hervez Traçabilité des munitions embannet gant ar GRIP, miz Du 2008
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan