Commission internationale permanente pour l'épreuve des armes à feu portatives

Eus Wikipedia
Logo ar C.I.P.

Ar Commission Internationale Permanente pour l'épreuve des armes à feu portatives (anvet boaz C.I.P.) (Bodad etrevroadel pad evit amprouiñ an armoù-tan hiniennel), zo un aozadur dreistbroadel savet e 1914 gant Joseph Fraikin. E gendivizad diwezhañ a zo bet sinet gant pevarzek Stad e 1969. E Belgia emañ skouerenn orin an diell-mañ.

Palioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar C.I.P. a sav reolennoù evit lakaat amprouadennoù boutin etre ar broadoù war an armoù-tan hiniennel hag o munisionoù, evit ma vo kemm-ouzh-kemm doareoù-labour o eskemmezioù-amprouiñ ha talvoudus o stampilhoù-amprouiñ en holl vroadoù.[1] Gant se e vez aesaet ar c'henwerzh armoù ha munisionoù ha bihanaet ar riskl gwallzarvoudoù.

Mont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tresadenn deknik tennet eus fichenn ar C.I.P. war ar munisionoù 6,5 Creedmoor
Stampilh ar C.I.P. war ganol ur garabinenn eus ar merk Česká Zbrojovka. Al lizherenn N a verk eo bet amprouet an arm en ur mod klasel, hag al leon er skoed a-zehou a zo stampilh eskemmez-amprouiñ Praha (Tchekia).

Bep daou vloaz en em vod ar C.I.P. en unan eus ar broioù ezel. An divizoù votet a rank bezañ peurwiriekaet gant ar broioù-mañ ha dont da vezañ lezennoù enne. Burev-pad ar bodad a zo en École royale militaire e Brusel. Pep Stad ezel he deus ur strollad-labour enni renerien an eskemmezioù-amprouiñ ha meur a zen barrek war an armoù-tan. Budjed mont en-dro ar C.I.P. eo 10.000€ bep bloaz a-berzh pep Stad ezel.[1]

Pa sav ur produer-armoù un doare arm pe ur munision nevez e vez amprouet e arnodva ar C.I.P. e Brusel[1] evit termeniñ e berzhioù teknikel. Ur fichenn a vez savet war an dafar, warni muzulioù an dafar nevez ha roadennoù teknik : evit ar munision eo da skouer gwask ar gazoù produet, tizh mont er-maez e beg ar c'hanol pe e energiezh.

Gellet a ra ivez ar C.I.P. amprouiñ galloud-herzel danvezioù 'zo d'ar boledoù diwar-c'houlenn embregerezhioù a bep seurt.

Stadoù ezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stadoù-Unanet Amerika zo dezhe ur statud arsellerien. Eno eo ar SAAMI (Sporting Arms and Ammunition Manufacturers' Institute) a ra war-dro al labour amprouiñ an armoù-tan. Kenlabourat a ra ar SAAMI hag ar CIP evit ma vo doujet ouzh ar memes normoù er bed.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) SCHLICKLIN Marc, La C.I.P. "Notre mission ? Éviter l'effet banana split" e TirMag n°23, Even-Eost 2023, pp. 62-70
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan