Mont d’an endalc’had

6,5 mm Creedmoor

Eus Wikipedia
6,5 Creedmoor
Skeudenn ar pennad 6,5 Creedmoor

Keñveriadenn un nebeud kartouchennoù 6,5 mm o c'halibr (a gleiz da zehou): .264 Winchester Magnum, 6,5 × 55 mm Mauser, 6,5 × 52 mm Carcano, .260 Remington, 6,5 mm Creedmoor, 6,5 mm Grendel
Kinnig
Kalibr 6,5 mm
Doare douilhez kreuzenn, boutailh
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 6,72 mm
Ø trogleuziñ 6,5 mm
Ø kolier 7,49 mm
Ø skoaz 11,73 mm
Ø korf an douilhez 11,95 mm
Ø strad 12,01 mm
Tevder ar strad 1,4 mm
Hirder an douilhez 48,8 mm
Hirder ar gartouchenn 71,8 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 8 - 9 g
Tizh mont e-maez V0 830 - 920 m/s
Energiezh ar vannadell 3.095 - 3.290 J
Emors LR
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar 6,5mm Creedmoor, pe 6,5 × 48 mm hervez e anv metrek, anvet 6.5 Creedmoor gant ar SAAMI, 6.5 Creedmoor gant ar C.I.P.[1] ha 6.5 CM pe 6.5 CRDMR e stumm berraet, zo ur gartouchenn skoet en he c'hreiz evit an armoù-skoaz kinniget gant an embregerezh Hornady e 2007[2]. Deveret eo deus ar c'hartouchennoù .30 Thompson Center[3].

E miz Here 2017, an U.S. Special Operations Command (US SOCOM) a amprouas ar munisionoù 6,5 Creedmoor, 7,62 × 51mm NATO ha .260 Remington evit fuzuilhoù-resisted an nerzhioù ispisial. Kavet e voe e oa gwelloc'h hed-tenn pleustrek ar 6,5 Creedmoor da 1.000 metr ha nebeutoc'h a argil gantañ evit ar 7,62 × 51 mm standart betek-neuze. Heñvel eo muzulioù an div gartouchenn setu e c'halle bezañ lakaet an eil pe eben e kargerioù an armoù[4].

Divizet e voe gant ar SOCOM ober gant ar 6,5 Creedmoor adalek 2019 er fuzuilhoù sniper. Heuliet e voent gant an U.S. Navy e miz Du 2019. An Department of Defense stadunanat a reas heñvel e 2020[5]. Kregiñ a rejont da cheñch kanolioù an armoù evit azasaat anezho ouzh ar c'halibr nevez.

E 2023 o deus dibabet ar Royal Marines saoz fuzuilhoù L129A2 nevez kambret e 6,5 Creedmoor[6].

Muzulioù ur gartouchenn 6,5 mm Creedmoor hervez ar CIP (e milimetroù).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Taolenn ar munision war lodennn TDCC lec'hienn ar CIP (lennet d'ar 05/01/2024)
  2. (en) New 6,5 Creedmoor Cartridge from Hornady, Accurate Shooter, 07/11/2007 (lennet d'ar 07/05/2025)
  3. (en) RUPP J. Scott, 6.5 Creedmoor: The Popular, Versatile Cartridge Explained, Rifle Shooter Mag, 09/02/2012 (lennet d'ar 05/05/2025)
  4. (en) USSOCOM Adopts 6.5 Creedmoor, Soldier Systems, 23/03/2018 (lennet d'ar 05/05/2025)
  5. (en) Department of Defense Chooses Hornady 6.5 Creedmoor Ammo, Guns & Ammo, 29/04/2020 (lennet d'ar 05/05/2025)
  6. (en) REEVES James, U.K. Royal Marines adopt a 6.5CM LMT as the L129A2, ft. HUXWRX and Leupold war The Firearm Blog, 21/09/2023 (lennet d'ar 07/05/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan