7,62 × 51 mm NATO

Eus Wikipedia
7,62 × 51 NATO

.308 Winchester

A gleiz da zehou : kalibroù 12,7 NATO, .300 Winchester Magnum, 7,62 x 51 NATO, 7,62 × 39 mm, 5,56 NATO, ha .22 LR.
Doare
Kalibr .308 Winchester pe 7,62 × 51 mm
Doare douilhez Kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Mentoù
Ø bannadell 7,82 mm
Ø kolier 8,72 mm
Ø korf an douilhez 11,96 - 11,53 mm
Ø strad 12,01 mm
Hirder an douilhez 51,18 mm
Hirder ar gartouchenn 71,12 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 100 greunenn betek 220 greunenn

(6,5 g da 14 g)

Kargad poultr Vihtavuori N140

(2,3 g - 2,9 g)

Tizh mont e-maez V0 600 da 1200 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ Pmax = 4 150 bar
Energiezh ar vannadell 2 000-3 850 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .308 Winchester pe 7,62 × 51 mm OTAN (hervez e anv ofisiel AFNA « 7.62 NATO ») a zo ur munision evit an armoù rizennet o c'hanolioù (karabinennoù ha fuzuilhoù) savet er bloavezhioù 1950 gant an embregerezh Winchester ha choazet da standard gant broioù AFNA evit an armoù bihan o c'halibr.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet goude an Eil Brezel Bed da gemer plas ar munision standart .30-06 Springfield en arme Stadoù-Unanet Amerika. Hemañ a oa implijet abaoe 1906 met diamzeriet e oa deuet da vezañ abalamour dezhañ da vezañ re bonner, re vras ha re a argil gantañ da vezañ implijet en emgannoù. Ar 7,62 × 51 mm zo bihanoc'h ha skañvoc'h evit an .30-06, met ken kapabl evitañ pa denner etre 300 ha 600 metr.

Gwerzhet e voe evel munision sivil gant Winchester adalek 1952 ha lakaet da bourveziañ ar fuzuilh M14 e 1954 gant arme Stadoù-Unanet Amerika. Implijet e voe ivez en armoù arouezius deus ar Brezel Yen evel er fuzuilh-argad FN FAL, ar mindrailherezioù M60 hag FN MAG pe ar fuzuilh dam-aotomatek FN SCAR. Unan deus ar munisionoù implijetañ eo gant ar chaseourien er bed a-bezh, pe e vefe da chaseal bronneged bras (yourc'hed, kirvi, moc'h-gouez, kirvi-dour) pe da dennañ pell.

Ar 5,56 × 45 mm NATO en deus hiziv an deiz kemeret e blas evel munision diazez soudarded AFNA, hag eñ skañvoc'h hag aesoc'h da vestroniañ pa denner en ur mod aotomatek. Implijet e vez c'hoazh evit tennoù resis e-kichen munisionoù all evel ar 6,5 Creedmoor, a zo o kemer e blas tamm-ha-tamm abalamour dezhañ da vezañ resisoc'h pa denner pell.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan