5,56 × 45 mm NATO
| 5,56 × 45 mm NATO | |
|---|---|
| Doare | |
| Kalibr | .223 / 5,56 mm |
| Doare korf an douilhez | kreuzenn, boutailh |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 5,70 mm |
| Ø trogleuziñ | 5,56 mm |
| Ø kolier | 6,43 mm |
| Ø skoaz | 9 mm |
| Ø korf an douilhez | 9,58 mm |
| Ø strad | 9,60 mm |
| Tevder ar strad | 1,14 mm |
| Hirder an douilhez | 44,70 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 57,40 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 2,59 da 4,86 g |
| Kargad poultr | 0,90 g da 1,85 g |
| Tizh ar boled V0 | 851 da 993 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4.300 bar |
| Energiezh ar vannadell | 1.670 da 1.890 J |
| Emors | SR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar 5,56 mm NATO pe 5,56 × 45 mm a zo ur gartouchenn skoet en he c'hreiz savet evit ar fuzuilhoù-arsailh. Unan eus ar c'halibroù standart e armeoù AFNA eo. Stumm milourel eus ar munision sivil .223 Remington eo.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù ar bloavezhioù 1950 e oa bet merzhet sioù ar gartouchenn 7,62 × 51 mm standart implijet e fuzuilhoù-arsailh arme Stadoù-Unanet Amerika betek neuze : ponner e oa, kalz a argil ganti, ha re c'halloudus evit bezañ implijet e endroioù kloz evel ar janglennoù pe ar c'hêrioù. Kregiñ a reas an arme da labourat war ur munision skañvoc'h dezhañ un hed-tenn pleustrek berroc'h (300 metr)[1].
E kreiz ar bloavezhioù 1950 e voe dibabet ar gartouchenn .222 Special savet gant Eugene Stoner. Anvet e voe .223 Remington e 1959 evit abegoù kenwerzhel[1].
E 1980 e voe choazet gant AFNA evit kemer plas ar 7,62 mm evel munision standart en e fuzuilhoù-arsailh. Implijet e voe evit ar wech kentañ en FN FNC, ha goude-se en M16 stadunanat, er FAMAS gall, en HK G41 alaman, an L85A1 eus Breizh-Veur ha reoù all azalek ar bloavezhioù 1980 ha 1990.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Heñvel a-walc'h eo ar 5,56 × 45 mm ouzh an .223 Remington, met uheloc'h eo gwask gazoù ar stumm milourel evit hini ar gartouchenn sivil, ha soñjet eo kambroù an armoù e 5,56 mm NATO evit anduriñ ur wasj uheloc'h ivez. Implijout un .223 Remington en un arm savet evit ar 5,56 mm NATO a c'haller ober, met dañjerus eo ar c'hontrol eta[2][3].
Bannadelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar boledoù SS 109 savet gant an FN Herstal a voe savet war ar munisionoù 5,56 mm NATO kentañ[4].
Bannadelloù normalizet gant an AFNA hervez o implij a zo savet war ar c'hartouchennoù 5,56 × 45 mm : ar re implijetañ eo an M193, an M885, pe an Mk.262, an hini vodernañ anezhe. Meur a zoare bannadell all a c'hall bezañ savet war ar 5,56 mm NATO, en o zouez reoù roudenner, izel o hed-tenn pe evit toullañ hobregonoù skañv[1].
E miz Gouere ez eus bet asantet gant gouarnamant Ukraina produiñ ur vannadell nevez ijinet eno evit ar 5,56 mm NATO, dezhi 5 tamm a zisrann goude an tenn. Pal ar munisionoù nevez-mañ eo tennañ war an dronoù rusian betek 50-60 metr, gant un efed tostoc'h ouzh ur gartouchenn evit ar fuzuilhoù flour o c'hanol, met hep rankout cheñch arm pa weler un dron[5].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar munision 5,45 × 39 mm M74, doare soviedel ar 5,56 mm NATO
- Ar munision 5,6 mm Suis, variezon suis ar 5,56 mm NATO
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha 1,2 (en) POPENKER Maxim, 5.56×45 NATO, .223 Remington, Modern Firearms (lennet d'an 20/12/2025)
- ↑ (en) CASSIDY Daphane, Understanding 223 vs. 5.56: Are They Interchangeable?, NSSF, 07/03/2025 (lennet d'an 20/12/2025)
- ↑ (en) What is the difference between 5.56 NATO and 223 Rem ammunition?, Hornady Law Enforcement (lennet d'an 20/12/2025)
- ↑ (fr) .223 Remington ------ 5,56 MM NATO, Arme et Passion (lennet d'an 20/12/2025)
- ↑ (en) ZORIA Yuri, Ukraine’s new bullets are blasting drones at 50 meters — without new weapons, Euromaidan Press, 13/07/2025 (lennet d'ar 16/07/2025)