.300 Winchester Magnum
Neuz
| .300 Winchester Magnum | |
|---|---|
Ur gartouchenn .300 Win Mag etre kartouchennoù .338 Win Mag (a-gleiz) ha .375 H&H (a-zehou). | |
| Doare | |
| Kalibr | .30 / 7,62 mm |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Doare korf an douilhez | Kreñvaet |
| Bro orin | |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 7,8 mm |
| Ø trogleuziñ | 7,6 mm |
| Ø kolier | 8,6 mm |
| Ø skoaz | 12,4 mm |
| Ø korf an douilhez | 13 mm |
| Ø strad | 13,5 mm |
| Tevder ar strad | 1,3 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 84,84 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 9,7 - 14,3 g |
| Tizh mont e-maez V0 | 876 - 1 000 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4300 bar |
| Energiezh ar vannadell | 3 628 - 4 100 J |
| Emors | LRM |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar gartouchenn .300 Winchester Magnum, anvet ivez .300 Win Mag pe .300 WM (7,62 × 67 mm er stumm metrek) a zo ur munision krouet e 1963 gant an embregerezh Winchester Repeating Arms Company. Deveret eo eus an .375 H&H Magnum kemmet evit resev ur boled kalibr .30. En Europa hag e Norzhamerika e vez implijet kalz ar munision-mañ evit chaseal ar jiboez bras evel ar c'hirvi, hag ar gartouchenn implijetañ er c'harabinennoù gant ar chaseourien e Frañs[1]. Er bloavezhioù 1980 e voe amprouet ha choazet ar gartouchenn-mañ evit ma vefe implijet gant Marines ar Stadoù-Unanet [2].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) JACQUET Jean-François, Pourquoi le calibre 300 est-il très utilisé en France pour la chasse ?, Chassons.com, 25/06/2023 (lennet d'ar 15/01/2025)
- ↑ (fr) Les cartouches des fusils sniper à longue portée, marksman.over-blog.fr, 21/05/2012 (lennet d'ar 24/08/2024)