.30-06 Springfield
.30-06 Springfield | |
---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .308 Winchester - .30-06 Springfield - .300 Weatherby - .300 Winchester Magnum | |
Doare | |
Kalibr | 7,62 mm |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare korf an douilhez | Kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Mare implij | Abaoe 1906 |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,82 mm (0,308 meutad) |
Ø trogleuziñ | 7,6 mm |
Ø kolier | 8,6 mm |
Ø skoaz | 11,2 mm |
Ø korf an douilhez | 12 mm |
Ø strad | 12 mm |
Tevder ar strad | 1,2 mm |
Hirder an douilhez | 63,35 mm |
Hirder ar gartouchenn | 85 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | Etre 9,7 ha 14,25 g Boledoù implijetañ[1] : 150 greunenn (9,7 g), 165 greunenn (10,7 g), 180 greunenn (11,7 g) |
Tizh o vont e-maez V0 | Etre 760 ha 890 m/s |
Energiezh ar vannadell | Etre 2 820 ha 3 036 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
An .30-06 Springfield pe 7,62 × 63 mm zo ur munision armoù-tan hiniennel deveret eus an .30-03 Springfield hag implijet gant arme ar Stadoù-Unanet abaoe 1906.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet eo bet en armoù evel ar fuzuilhoù M1917 Enfield, Springfield M1903 ha BAR M1918 (er Brezel-bed Kentañ), hag en M1 Garand hag er vindrailherez Browning 1919 e-pad an Eil Brezel-bed. Kemeret eo bet e blas gant ar 7,62 × 51 mm evel munision standart AFNA e 1954, met implijet eo bet gant armeoù zo betek ar bloavezhioù 1970, da vare Brezel Viêt Nam da skouer. E hed-tenn efedus a zo war-dro 900 metr hervez hirder ar c'hanol.
Abaoe e vez implijet gant siviled dreist-holl. Ur c'halibr poblek eo gant chaseourien Norzhamerika evit al loened bras, hag an hini implijetañ eno etre ar bloavezhioù 1920 ha 1970 abalamour d'ar stokoù dreist a chome goude ar brezelioù-bed[2]. Aotreet eo evit chaseal e Frañs abaoe 2013 ha berzh a ra er vro-mañ. Hervez ar broduerien munisionoù eo an .30-06 Springfield unan eus an tri munision implijetañ er c'harabinennoù gant ar 7,62 × 51 mm NATO hag ar 7,62 × 39 mm M43.
Ar c'halibroù .270 Winchester ha .35 Whelen zo deveret eus ar c'halibr-mañ.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP
- ↑ (en) BODDINGTON Craig, Boddington's Take: .30-06 Springfield Cartridge, Guns & Ammo, 06/12/2023 (lennet d'an 01/09/2024)
- ↑ (en) BODDINGTON Craig, Boddington's Take: .30-06 Springfield Cartridge, Guns & Ammo, 06/12/2023 (lennet d'an 01/09/2024)