Brezel Viêt Nam
| Brezel Vietnam | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Tamm eus Brezelioù Indez-Sina hag ar Brezel Yen | |||||||
| |||||||
| Emgannerien | |||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
300 000 d'ar muiañ e 1968 | d'ar muiañ d'an 30 a viz Ebrel 1969 | ||||||
| Kolloù | |||||||
65 000 sivil lazhet | 420 000 sivil lazhet 47 378 lazhet en emgannoù | ||||||
Brezel Viêt Nam, e vietnameg Chiến tranh Việt Nam, pe Eil brezel Indez-Sina, pe c'hoazh Brezel da dalañ ouzh Amerika (e vietnameg Kháng chiến chống Mỹ) a vez graet eus ar brezel a reas e reuz e-pad prantad ar Brezel Yen, e broioù Viêt Nam, Laos ha Kambodia, etre ar 1añ a viz Du 1955 ha kouezhadenn Saigon d'an 30 a viz Ebrel 1975. Brezel a zo bet etre Republik Demokratel Viêt Nam, en norzh (harpet gant an URSS, Sina hag he c'hevredidi komunour) ha Republik Viêt Nam er su (harpet gant ar Stadoù-Unanet hag o c'hevredidi enepkomunour). Heuliañ a ra Kentañ brezel Indez-Sina (1946-1954) kollet gant ar C'hallaoued en Dien Bien Phu. Padout a reas hogos 20 vloaz, hag ar Stadoù-Unanet a gemeras perzh ennañ betek 1973. Astenn a reas ar brezel er broioù amezek, o lakaat ar brezel diabarzh e Laos d'ober e reuz gwashoc'h c'hoazh. E fin ar brezel e 1975 e oa aet an teir bro da Stadoù komunour.
Anvioù brezel Vietnam
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hir ha don ez eo bet brezel Vietnam setu ma z'eo ganet kalz a c'heriaoueg liammet kren gant ar brezel-se. Dre ma z'eus bet un toullad a vrezelioù en Indez-Sina e vez kavet anvioù kendeuzet gant ar re a gemeras perzh ennañ da simplaat ar gompren eus peseurt brezel a vez kaoz.
Evit Vietnamiz ez eo "Chiến tranh Việt Nam" (Brezel ar Viêt Nam) pe "Kháng chiến chống Mỹ" (Brezel talañ ouzh Amerika).
E-kostez Stadunaniz e raer gant an anvioù "Brezel Viêt Nam" (Vietnam War) pe "Eil brezel Indez-Sina" (Second Indochina War ) pe "Vietnam Conflict", pe c'hoazh evit an ez-soudarded "The Nam".
Geriaoueg Brezel Vietnam
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un hir a vrezel ez eo bet gant anvioù spis-tre : gwelet ar pennad Geriaoueg Brezel Vietnam.
Istor brezel Vietnam
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Evit talañ ouzh oberiantoù-kuzh ar Viet Cong e voe kaset an oberiadur brezel Ranch Hand da benn en ur implijout ar c'hontammer Orañjez un arm kimiek. Ne ra forzh ar goust, al lu stadunanat a felle dezhañ bezañ trec'h.
A-feur ma voe dipitet hag enebet pobl ar Stadoù-Unanet ouzh brezel Vietnam e krogas mare vietnamizadur ar brezel gant engouestl an droadegiezh stadunanat o vont war vihanaat ha leuskel lu su Vietnam da genderc'hel gant ar stourm enep-komunour e-unanig. Goude ma voe sinet skrid-emglev peoc'h Pariz gant an holl duioù engouestlet er brezel d'ar 27 a viz Genver 1973 e kendalc'has an emgannoù dizehan.
Ar Stadoù-Unanet o kuitaat brezel Vietnam (1973-1975)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre nerzh al lusk enebet da brezel Vietnam er Stadoù-Unanet ha peurrest bed ar C'hornôg, o welet enepsevenadur ar bloavezhioù 1960 o vont war fonusaat, e paouezas an engouestl eeun a soudarded stadunanat. D'ar 15 a viz Eost 1973 e voe votet ar Case–Church Amendment gant Kendalc'h Ar Stadoù-Unanet. Difenn a rae da arme ar vro kenderc'hel gant brezeliañ er Vietnam, Laos ha Kambodia paneveken aotre Kendalc'h ar Stadoù-Unanet d'ar Prezidant.
Ne baouezas ket ar Brezel evit ar Stadoù-Unanet memestra, ha kenderc'hel a rae da reiñ harp da Vietnam ar su dre an arc'hantaouiñ hag en ur reiñ dafar brezel (betek ar c'hontammer orañjez).

Dibenn brezel Vietnam
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aet e oa an trec'h gant an norzh, ha kuitaet e voe Indez-Sina gant ar Stadoù-Unanet dindan ur stumm feukus ha stroñs evit he fobl, a wele skeudennoù tec'hadenn Stadunaniz ha lod Vietnamianiz diouzh kannadur ar Stadoù-Unanet e Saigon. D'an 30 a viz Ebrel 1975, da 3 eur hanter diouzh an abardaez, e voe echu gant Vietnam ar su, gant kouezhadenn Saigon. Embannet e voe ur gouarnamant komunour e su ar vro ha staget ouzh norzh d'an 2 a viz Gouere 1976, d'ober Republik Sokialour Viêt Nam.
Milionoù a boat-people a glaskas tec'hout ar vro e-pad an dek vloaz war-lerc'h. 250 000 anezho a zo aet da anaon war vor hervez Komiserdi meur ar vroadoù-unanet d'ar repuidi.
Feukus da vat ez eo bet brezel Vietnam d'ar bobl stadunanat ha peurrest ar bed, ha kement-mañ abalamour da veur a abeg:
- Kollet ez eo bet ar brezel, ar pezh a chom hiziv a deiz c'hoazh ur glizenn en Istor stadunanat.
- 58 177 soudard marvet, 153 303 mac'hagnet don, kolloù ramzel, ar re uhelañ gant lu ar Stadoù-Unanet abaoe an Eil brezel-bed.
- 7,08 milion a donennoù bombezennoù a zo bet stlapet e-pad ar brezel (da geñveriañ gant an 3,4 milion a donennoù bet stlapet gant an holl Gevredidi war holl tachennoù emgann an Eil brezel-bed) dindan un doare dizehan ha dall, en ur lazhañ siviled nemetken evit ul lod bras.
- Implij armoù-spont evel an Napalm, bombezadegoù ramzel ar c'hirri-nij B-52, implij ar c'hontammer orañjez.
- Lazhadegoù-sivil ha muntroù-brezel e-leizh ha gant an holl tuioù engouestlet er brezel.
- Ar wech kentañ eo e voe ken taolennet ur brezel gant ar gelaouennerien, dreist-holl a-fed poltridi ha filmoù kelaouiñ skrijus o tiskouez gwirvoud ar brezel.

Ar sinema ha brezel Vietnam
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diaes ez eo bet d'ar sinema mont etrezek brezel Vietnam. An nebeud filmoù betek ar bloavezhioù 1970 a oa reoù propaganda arc'hantouet gant al lu stadunanat. Adal ar bloavezhioù 1970 e krogas saverien filmoù kalonek da vont etrezek ur sell gwirion war ar brezel-se, met hep harp arc'hant ha prest dafar brezel an arme stadunanat (The Deer Hunter, Apocalypse Now). Er bloavezhioù 1980 e krogas filmoù 'zo da vont etrezek brezel Vietnam gant ur sell broadelour-tre. Ar re-se a voe sikouret kalz gant al lu stadunanat (Rambo II, We were soldiers).
- The Deer Hunter gant Michael Cimino, 1978
- Apocalypse Now gant Francis Ford Coppola, 1979
- Rambo: First Blood gant Ted Kotcheff, 1982
- Rambo: First Blood Part II gant George Pan Cosmatos, 1985
- Platoon gant Oliver Stone, 1986
- Full Metal Jacket gant Stanley Kubrick, 1987
- Good Morning, Vietnam gant Barry Levinson, 1987
- Hamburger Hill gant John Irvin, 1987
- Born on the Fourth of July gant Oliver Stone, 1989
- Casualties of War gant Brian De Palma, 1989
- Heaven and Earth gant Oliver Stone, 1993
- Forrest Gump gant Robert Zemeckis, 1994
- Tigerland gant Joel Schumacher, 2000
- We Were Soldiers gant Randall Wallace, 2002
- R-Point gant Kong Su-chang, 2004
Ur stirad skinwel a zo bet war brezel Vietnam :
- Tour of Duty gant L. Travis Clark Steve Duncan, 1987-1990
C'hoarioù video ha Brezel Vietnam
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoarioù e-leizh zo bet awenet gant Brezel Vietnam adalek fin ar bloavezhioù 1990 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 2000. A-raok e seblante diaes lakaat aergelc'h ar brezel-se da vezañ c'hoariet evel ma oa taolennet gant ar sinema.
