Oberiadur brezel Ranch Hand

Eus Wikipedia
Karr-nij C-123 o stlapañ Kontammer Orañjez war ar Vietnam

An Oberiadur Ranch Hand a zo un oberiadur brezel gant al lu Amerikan e-pad brezel Vietnam. Kroget ez eo er bloavezh 1962 betek 1971.

An aozadur brezel meur o implij an ampoezonoù kimiek pe louzoù geot "Agent Orange pe kontammer Orañjez" a vezo anvet "Operation Trail Dust". 20 million gallonsoù Us (76,000 m3) a zo bet stlapet en holl war su Vietnam.

Ar palioù a oa meur a hini anezho: lemel ar janglenn goudor d'ar Viet Cong, lemel ar parkeier a roe boued d'ar Viet Cong ha da lu Norzh Vietnam, lemel ar struj tro-dro d'ar bazennoù Amerikan ha re Lu Republik Vietnam (ARVN). Broioù Laos ha Kambodia a zo bet tizhet ivez met en un doare disteroc'h.

Tro 20 000 nij brezel a zo bet etre 1961 ha 1971 o welet stlapadennoù produioù kimiek a-us da su Vietnam.

Disoc'hoù implij ar c'hontammer Orañjez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouarnamant Vietnam a istim ez eus bet 400 000 gouzañverien marvet ha 500 000 bugel ganet gant kudennoù bras dre ampoezonadur an arm kimiek.

Stlapadeg ar c'hontammer Orañjez er Vietnam. Gouzañverien d'an ampoezon a vezo d'eus an daou du
Bernadoù tonnelloù Agent Orange pe kontammer Orañjez e Atol Johnston bloavezh 1976. Ur wall gudenn e vezo da zistrujañ an ampoezon-se chomet bernioù anezhañ goude fin brezel Vietnam