Lu Republik Su Vietnam
Lu Republik Su Vietnam(ARVN) | |
---|---|
(Lục quân Việt Nam Cộng hòa) | |
![]() | |
Banniel lu su Vietnam | |
Padelezh | 30 a viz Kerzu 1955- 30 a viz Ebrel 1975 |
Bro | Republik Su Vietnam |
Niver a soudarded | 486 838 – 710 000 (en e uhelañ |
Lec'h pennañ | Saigon |
Lesanvioù | QLVNCH (SVA, ARVN e Saozneg) |
Ger-stur | Tổ Quốc (Ar vro), Danh dự (Enor), Trách Nhiệm (Kefridi)) |
Lec'h pennañ | Saigon |
Pennoù meur | |
Dương Văn Minh | |
Cao Văn Viên | |
Ngô Quang Trưởng | |
kemmañ ![]() |
Lu Republik Su Vietnam "Army of the Republic of Viet Nam" (ARVN; e Vietnameg: Lục quân Việt Nam Cộng hòa), berraet a-wechoù dindan ar stumm "the South Vietnamese Army" (SVA). Enebourien daonet lu Su Vietnam a vezo ar Viet Cong ha Lu Norzh Vietnam.
Dindan an anvioù-se e veze kavet holl strolladoù brezeliñ Republik Su Vietnam adal ar bloavezh 1955 betek kouezhadenn Saigon e 1975. A-vras e vije bet kollet 1,394,000 a soudarded (Lazhet ha gwallaozet) e-pad brezel Vietnam.
Goude kouezhadenn Saigon aloubet gant Lu Norzh Vietnam ez eo lammet an ARVN. Ul lod bras d'eus an ofiserien huel-renk a derc'has e broioù estren (Stadoù-Unanet dreist-holl), padal milieroù a frammerien izeloc'h a voe kaset da gampoù-bac'h adstummañ dindan urzh ar gouarnamant komunour e-penn Republik Sokialour Adunvanet Vietnam.
Lu Republik Su Vietnam hiziv an deiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En un doare ofisiel ne z'eus ket mui d'eus an ARVN abaoe 1975 ha kouezhadenn Saigon met dre hanterenn an ez-soudarded hag o familhioù bet en estrenvro e kendalc'h he spered da vevañ.
Hiziv an deiz c'hoazh e vez lidoù gant ez-soudarded Lu Republik Su Vietnam o enoriñ an ARVN, ar soudarded aet da anaon e-pad brezel Vietnam ha Republik ar Su Vietnam.
Bep bloaz e vez ul lid kañv gant repuidi Republik Su Vietnam hag enebourien ar renad komunour Vietnamian evito ez eo an 30 a viz ebrel an Ebrel du