Agent Orange

Eus Wikipedia
Agent Orange
defoliant, mixture
Chemical formulaC₂₄H₂₇Cl₅O₆ Kemmañ
Canonical SMILESCCCCOC(=O)COC1=C(C=C(C=C1)Cl)Cl.CCCCOC(=O)COC1=CC(=C(C=C1Cl)Cl)Cl Kemmañ
Subject has roleDefoliants, Chemical Kemmañ
Ur viñsaskell Huey o stlepel kontammer orañjez a-us d'ar Vietnam

Agent Orange, "Kontammer Orañjez", zo lesanv ul louzoù-lazhgeot bet implijet gant lu Stadoù-Unanet Amerika e-kerzh Brezel Viêt Nam dreist-holl etre 1961 ha 1971.
Diliv eo an Agent Orange e gwirionez, nemet ur vandenn orañjez a veze lakaet war an endalc'herioù[1].

Dre nijerezioù, dre viñsaskelloù mod Huey pe c'hoazh dre bigi ha kirri-samm e veze stlapet war janglenn Viêt Nam evit drastañ goudor naturel ar Viet Cong.

Ouzhpenn da vezañ un arm brezel ez eo ivez un arm spont euzhus hag a zegas kudennoù yec'hed a bep seurt, krignoù-bev en o zouez, d'an dud taget gantañ ; gwashoc'h c'hoazh, degas a ra kudennoù yec'hed war meur a remziadoù. Hiziv an deiz c'hoazh e c'houzañv poblañs Viêt Nam diwar ar c'hontammer Orañjez.

Ar c'hontammer Orañjez ha brezel Vietnam[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soudarded lu Amerika o stlepel ar c'hontammer Orañjez adal ur vag e Viêt Nam

Adal 1959, pa oa Dwight David Eisenhower prezidant ar Stadoù-Unanet, e voe krog taolioù aesa ar c'hontammer Orañjez e Viêt Nam.

D'an 10 a viz Eost 1961 e krogas da vat implij ar c'hontammer Orañjez evel arm gant ur stlapadenn a-us proviñs Kontum e-kreiz Viêt Nam. Dindan an anv "Oberiadur brezel Ranch Hand" e voe kaset ar stlapadegoù da benn ; "Operation Trail Dust" e voe anv meur ar stlapadegoù kimiek. Er bloavezh 1961 e krogas an oberiadur ; dindan urzh ar prezidant John F. Kennedy e 1965 e voe ar mare ma voe ar muiañ a gontammer dishalet a-us ar janglenn, ar c'hoadeier ha parkeier Viêt Nam.

Disorc'hoù implij ar c'hontammer Orañjez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kelennerez Viêtnamat ha bugale skoet gant ar c'hontammer Orañjez

Gouarnamant Viêt Nam a vrasjed ez eus bet 400 000 gouzañvad marvet ha 500 000 bugel ganet gant kudennoù bras dre ampoezonadur an arm kimiek. Hiziv an deiz c'hoazh e vez bugale hag a zo ampechet pa vezont ganet e Viêt Nam, p'o deus distummadurioù korfel pe kudennoù spered ; lod all a varv a-raok bout ganet pe a zo ken distummet pa vezont ganet ma ne zeuont ket a-benn da vevañ.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Paul A. Jones, Word Drops, Elliott & Thompson, 2015, p. 50. (ISBN 978-1-78396-153-5)