Rambo: First Blood Part II
Rambo: First Blood Part II pe Rambo II a zo ur film niñvek a orin Amerikan sevenet gant George Pan Cosmatos, er bloavezh 1985. An eil tamm ez eo d'an heuliad filmoù awenet gant an dudenn John Rambo. Haroz ar film a zo c'hoariet gant Sylvester Stallone.
Istor ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kregiñ a ra Rambo II just war lerc'h an hini gentañ Rambo First Blood. Kaset ez eo bet an haroz d'an toull-bac'h me ar c'horonal Trautman e ez ofisour ha kamalad bev nemetañ a ginnig dezhañ un hent evit mont d'ar frankiz ur c'hefridi risklus da vat: Distreiñ er Vietnam ha degas prouennoù d'eus ar brizonidi Amerikan bac'het gant lu an Norzh Vietnam.
Rambo II an digoll[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anat ez eo Rambo II un doare digoll ha diskargañ spered an Amerikaned a-fed koll brezel Vietnam o welet John Rambo o lazhadegañ degadoù a soudarded norzh vietnamian e-unan evit saveteiñ e genvreudeur bac'het ha jahinet.
Ul lod a zo propaganda enep-komunour a-grenn (ar Brezel Yen a zo c'hoazh d'eus outi) o welet soudarded an URSS deuet da harpañ dindan un doare dismegañsus lu norzh Vietnam hag o vezañ lazhadeget aes hag eeun gant Rambo. Kement-mañ o kavout e uhelañ gant an emgann biñsaskell etre Rambo hag ur Bell UH-1 Iroquois "Huey" Amerikan kozh o talañ al letanant-koronal Rusian Podovsky en e Mil Mi-24 Hind kalz modernoc'h.
Rambo II en heuliad filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rambo II n'eo ket nemet ur film oberiant dudius hag ur film propaganda enep komunour memes ma z'eo darn e gefridi. Ar film a ro tro ivez evel film kentañ an heulienn Rambo First Blood da zegas ar gaoz war poanioù dru an ez soudarded Amerikan bet implijet gant o kouarnamant evel ostilhoù ha dilezet hep damant goude brezel Vietnam.
Degas a ra ivez ar gaoz war ez soudarded brezel Vietnam o vezañ digomprenet pe gwallgaset gant pobl Amerika ha war ar brizonidi brezel Amerikan laosket da vont da anaon e kampoù-bac'h Vietnam.
Un doare kentel ez eo a-berzh aozour ar film etrezek an arvesterien.
Echuiñ a ra ar film gant ar gaoz 'se etre ar c'horonal Trautman ha John Rambo:
"- Met petra fell dit, Rambo ?
- Pezh fell din? Ar pezh a fell dezho kaout... ar pezh a venn an holl re o deus bet roet o nerzh bouzelloù er vro-se da gaout...
ar c'hoant am eus da vezañ karet gant ma bro kement a ma garan anezhañ..."
Tro-dro d'ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ronald Reagan prezidant ar Stadoù-Unanet d'ar mare-se, en deus bet laret o tont 'maez ar sinema: « Ma sav ur gudenn gant Amerika gouzout a reomp bremañ piv gervel! »
- Rambo a implij a-galz an arm M-60 un arm implijet a-wir e-kerzh brezel Vietnam
- Ar viñsaskell Bell UH-1 Iroquois "Huey" a vez implijet gant John Rambo er film a zo ur simbol eus lu Amerika e brezel Vietnam.
Heuliad filmoù Rambo[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Rambo: First Blood (1982)
- Rambo: First Blood Part II (1985)
- Rambo III (1988)
- Rambo (2008).