Rambo III
| Arvez | Brezel Afghanistan |
|---|---|
| Titl | Rambo III |
| Assessment | Test Bechdel |
| Heuliad | Heuliad filmoù Rambo |
| Danvez pennañ | Brezel Yen, sponterezh |
| Tachenn | film birvidik, film thriller, film brezel |
| Dezerc’her | Jerry Goldsmith |
| Deiziad embann | 25 Mae 1988, 1 Gouere 1988, 14 Gouere 1988 |
| Bro orin | Stadoù-Unanet |
| Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
| Sevener | Peter MacDonald |
| Senarioour | Sheldon Lettich, Sylvester Stallone |
| Produer dileuriet | Mario Kassar, Andrew G. Vajna |
| Frammer filmoù | O. Nicholas Brown |
| Sonaozer | Jerry Goldsmith |
| Produer | Buzz Feitshans |
| Embregerezh produiñ | Carolco Pictures |
| Dasparzher | InterCom, Netflix |
| Dedicated to | Afghans |
| A-ziwar un oberenn gant | David Morrell |
| Pladenn ar sonerezh | Rambo III (Original Motion Picture Soundtrack) |
| Lec'h an istor | Afghanistan, Thailand |
| Lec'h filmañ | Thailand, Arizona |
| Aspect ratio (W:H) | 2.35:1 |
| Liv | liv |
| Notenn ar varnouriezh | 4.6/10, 41%, 36/100 |
| Prizioù resevet | Golden Raspberry Award for Worst Actor |
| Bet kinniget evit | Golden Raspberry Award for Worst Picture, Golden Raspberry Award for Worst Actor, Golden Raspberry Award for Worst Supporting Actor - Razzie Award, Golden Raspberry Award for Worst Director, Golden Raspberry Award for Worst Screenplay |
| Diaz embann | video diwar c’houlenn |
| Renkadur ar CNC | holl bublik |
| Renkadur EIRIN film | G |
| Renkadur Filmiroda | Category III |
| Renkadur FSK | FSK 18 |
| Renkadur Kijkwijzer | 16 |
| Renkadur MPAA | R |
| Renkadur RCQ | 13+ |
Taolennadur Rambo e Ramoji Film City, India |
Rambo III ur film birvidik ha brezel a orin stadunanat sevenet gant Peter MacDonald hag embannet d'ar 25 a viz Mae 1988. An trede film ez eo o vont d'ober an heuliad filmoù awenet gant an dudenn John Rambo. Haroz ar film a zo c'hoariet gant Sylvester Stallone.
Istor ar film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]John Rambo ur soudard kozh eus an nerzhioù ispisial stadunanat bet o brezeliñ e-kerzh brezel Vietnam a zo aet da repuiñ da vro Thailand. Eno e klask mont uheloc'h evit krakvevañ, ar pezh en deus bet graet abaoe fin brezel Vietnam. O klask diskuizh e spered, tremen a ra e amzer eno o kemer perzh en emgannioù paeet a-benn reiñ harp d'ur strollad menec'h boudhist. Labourat a ra ivez gant e zaouarn a-benn kempenn ar manati.
Pep tra vez sioul gantañ pa erru e gamarad hag ofisour kozh dezhañ ar c'horonal Samuel Trautman da glask rollañ anezhañ adarre da vont etrezek brezeliñ evit al lu stadunanat ar wech 'mañ e brezel Afghanistan. En desped da strivoù ar c'horonal Trautman o klask kendrec'hiñ John Rambo, o vont betek diskouez poltriji euzhus siviled Afghan lazhadeget gant al lu soviedel, e vez un taol kleze en dour. Rambo en deus paouezet gant ar brezel hag a glask bremañ chom pell d'eus spont al lazhadegoù.
Ar c'horonal a ya kuit hag a gemer perzh en un tro brezel en Afghanistan a-benn reiñ armoù d'ar re moujahidin. C'hwitet ez eo an taol ha tapet ez eo ar c'horonal Trautman gant ar c'horonal soviet Zaysen. Kaset e vez en ur bazenn er menezioù da vezañ goulennataet ha jahinet gant Kourov kañfard diaoulek Zaysen.
John Rambo III o welet e gamalad gwall dapet a ya gant hent ar brezel adarre d'e sikour.

Rambo III ur film enep-komunour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar film Rambo First Blood Part II en doa boulc'het an hent an hini Rambo III a zeio betek ar penn. Ar film a zo unan enep-komunour a-grenn, ma oa komprenus evit an eil d'eus an heuliad dre ma oa istor un ez soudard o tistreiñ da vrezeliañ a-enep e enebourien gozh lu Norzh Vietnam ar wech 'mañ ez eo propaganda a ya d'ober diaz Rambo III. Dres pad ma oa penn an URSS Mic'hail Gorbachev o klask mont war-zu bed ar c'hornôg e vez embannet ar film o taolenniñ ar soudardeded komunourien evel euzhviled gwadsec'hedig muntrerien siviled ha jahinerien o vont d'ober anezho nemetken. A-benn ar fin e vez rebechet, war darvoudoù gwirion anat eo, ar pezh a reas al lu stadunanat e brezel Vietnam hep ober liamm ebet. Evit mont gant e prezeg ar film Rambo III a ya pell daonet gant ar feulster. Er bloavezh 1990 ar Guinness World Records en deus degemeret Rambo III evel ar film feulsañ en istor: 221 oberiadenn feulster, 70 tarzhadenn, d'an nebeutañ 108 tudenn lazhet.

Tro-dro d'ar film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar film a zo bet filmet dreist-holl en Thailand met ivez en Israel ( Eilat, Arad, Jaffa ha Tel Aviv). An tamm film war ur marc'had a zo bet filmet en Peshawar e bro Pakistan. An tamm diwezhañ an emgann bras a zo bet filmet e Fort Yuma mirva indian e Yuma, Arizona.
Ar boudhistva a zo unan gwirion hini Chiang Mai.
Ar film diwezhañ e vezo o welet Richard Crenna o c'hoari ar c'horonal Sam Trautman a-raok mont da anaon er bloavezh 2003.
Heuliad filmoù Rambo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rambo: First Blood (1982)
- Rambo: First Blood Part II (1985)
- Rambo III (1988)
- Rambo (2008).