Brezel Afghanistan (1979-1989)
Kentañ Brezel Afghanistan pe ar Brezel etre an Unvaniezh Soviedel hag Afghanistan (Soviet–Afghan War) a oa bet ur brezel etre ar 24 a viz Kerzu 1979 hag ar 15 a viz C'hwevrer 1989. Emsavidi anvet moujahidin a oa bet o stourm a-enep an Arme Ruz ha nerzhioù Republik Demokratel Afghanistan. Etre 562 000 ha 2 milion a dud a voe lazhet, milionoù a dud eus ar vro a rankas mont d'an harlu, da Bakistan pe Iran dreist-holl. Ar brezel-se a zo gwelet evel ul lodenn eus ar Brezel Yen.
A-raok ma errufe an Arme Ruz en Afghanistan e oa bet kemeret ar galloud er vro gant Strollad pobl Demokratel Afghanistan e 1978 dre un taol-stad. Nur Mohammad Taraki a oa prezidant Republik Demokratel Afghanistan.
Ar strollad a oa kroget gant un heuliad nevezadurioù krenn evit modernaat ar vro. Dre-se e oa gwelet fall ar strollad dreist-holl e-touez ar c'hêriadennoù war ar maez a oa mirour hag a oa aozadurioù kreñv hengounel. Ar gouarnamant a stourmas garv a-enep e enebourien, harzet e voe milieroù a dud. Tro 27 000 prizoniad politikel a voe lakaet d'ar marv. Ar respont a voe evit enebourien ar gouarnamant da gregiñ gant ar stourm kuzh, e miz Ebrel 1979 lodennoù bras eus an tiriad a oa emsavet.
Ar gouarnamant e-unan a oa distabil dre stourmoù e-touez an izili, e miz Gwengolo 1979 ar prezidant a oa digadoriet gant harperien Hafizullah Amin, a teuas da vezañ ar prezidant nevez. Gant an emsavadegoù o c'hounnez pouez hag al liammoù o tistanañ gant URSS, ar gouarnamant soviedel, gant Leonid Brejnev e-penn, a grogas gant kas an 40vet arme en Afghanistan d'ar 24 a viz Kerzu 1979. Ur wech tizhet ganto Kaboul, e sevenont un taol-stad. Lazhet e voe ar prezidant Amin ha lakaet en e blas Babrak Karmal un harp a-grenn d'ar soviediz.
E miz Genver 1980, Maodierned an aferioù estren eus 34 bro eus ar c'hendiviz islamek a save ur mennad o c'houlenn "kiladeg prim, an nerzhioù soviedel" eus Afghanistan, pad ma oa Kendalc'h meur an ABU o embann un destenn a-nep aloubadeg Afghanistan gant ar Soviediz gant ur votadeg 104 mouez evit – 18 enep.