Mont d’an endalc’had

Bell UH-1 Iroquois

Eus Wikipedia
Bell UH-1 Iroquois
familh kirri-nij
Iskevrennad eusHuey Kemmañ
Implijutility helicopter Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
OberataerBolivia, Armed Forces of Bosnia and Herzegovina, Afghanistan Kemmañ
ManufacturerBell Flight Kemmañ
First flight20 Her 1956 Kemmañ
Powered byT53-L-11, T53-L-9A Kemmañ
Lakaet er servij1959 Kemmañ
Soudarded amerikan Gi e brezel Vietnam o tiskenn eus ur Bell UH-1 Irokoa "Huey".

Ar Bell UH-1 Iroquois lesanvet "Huey" a zo ur viñsaskell amerikan sevenet ha produet gant an embregerezh Bell Helicopter diwar ur goulenn eus al lu amerikan.

Ar wech kentañ ma voe implijet en ur brezel gwirion e voe e-pad brezel Vietnam, setu ma chom stag he skeudenn ouzh ar brezel-se.

Anv ofisiel kentañ ar viñsaskell e oa an HU-1 (evit Helicopter Utility) a roas al lesanv "Huey". E miz Gwengolo 1962 e voe kemmet an anv en UH-1, met al lesanv "Huey" a chomas, ha gantañ e veze graet gant soudarded al lu amerikan. E-tro 7 000 biñsaskell UH-1 a voe implijet e-pad brezel Vietnam.

A-raok brezel Vietnam

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
UH-1E oc'h amheuliata bigi e Vietnam er bloavezh 1968

E 1952 e sav ar soñj gant al lu amerikan kaout ur viñsaskell nevez evit ar gefridi dezougen yerc'hed pe medical evacuation (MEDEVAC). Sklaer eo e oa re vras ha re bonner ar biñsaskelloù a oa betek neuze ha dreist-holl re ziaes da implij ha da zerc'hel e ratre vat.

E 1953 eo klozet listenn an obererezhioù a vez goulennet digant ar viñsaskell nevez. Departamant ar brezel a ginnigas neuze ur gevrat. 20 embregerezh amerikan a glaskas sevel ar viñsaskell a blijfe ar muiañ d'al lu amerikan, hag en o zouez e oa Bell Helicopter hag e viñsaskell stumm 204. Kaman Aircraft a ginnige ar stumm biñsaskell H-43. E-miz C'hwevrer 1953 e roas al lu amerikan da c'houzout petra e oa e choaz, ha goulenn a reas digant Bell Helicopter teir skouerenn eus e viñsaskell stumm 204 dindan an anv XH-40.

Un "Huey" e-kerzh emgann Ia Drang Valley, brezel Vietnam

Brezel Vietnam

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An 9 biñsaskell gentañ urzhiet a voe prest adalek an 23 a viz C'hwevrer 1955 dindan an anv HU-1 evit "Helicopter Utility". Ar c'hentañ nijadenn eus an XR-40 a voe graet d'an 22 a viz Here 1956 gant ur c'heflusker Lycoming T-53-L-1 a 700 jav. E miz meurzh 1960 e vez roet urzh da gregiñ ar broduadur.

Boaz al lu amerikan a oa reiñ anvioù meuriadoù Indianed a choazas an anv Iroquois (Irokoa) d'ar viñsaskell nevez. E 1962, pa voe adreizhet gant ar Pentagon da envel an traoù e voe cheñchet an anv ofisiel en UH-1 "Iroquois".

An HU-1A (kemmet e anv da c'houde e UH-1A) a zo erruet da zigentañ tout e-touez ar 101st Airborne Division e Fort Campbell, Kentucky. Da c'houde ez eo bet pourchaset an 82nd Airborne Division hag ar 57th Medical Detachment. Ma ne oa nemetken un taol-esa e cheñchas buan an traoù dre hanterouriezh al lu amerikan a felle dezhañ kas ar 57th Medical Detachment war tachennoù emgann ar Vietnam, setu ma'z erruas eno e miz Meurzh 1962.

Buan e teu an UH-1a "Huey" da vezañ arouez strivoù Amerika da vont war-zu Azia dreist-holl etrezek bro Vietnam. Dre-se e teuio ivez an Huey da vezañ ar viñsaskell ar muiañ anavezet dre ar bed holl.

Meur a bal a zo bet roet d'ar viñsaskell e-pad ar brezel. Ma oa an hini pennañ bezañ un doare dezougen bliv evit ar soudarded gloazet da gentañ hag o vont war zu an talbenn pe da zouarañ a-dreñv an enebourien buan ez eus bet kavet kefrifioù all.

Unan anezho a zo bet an nijoù tagañ. Araok ar bloavezgloazh 1962 e oa kroget dija pep kompagnounezh soudarded Amerikan o kaout biñsaskellioù Huey da ouzhpennañ armoù dindan un doare troad-ha-troad. "Frogs" or "Hogs" a vezo graet d'eus ar re o kaout roketennoù ha "Cobras" pe "Guns" pa ne vije nemet mindrailherezoù warno. Ar bisaskellioù hep armoù paneveken daou a M-60, unan a-bep tu da bed dor a veze graet "Slicks" anezho hag a oa implijet dreist-holl gant ur c'hefridi kas-adkas soudarded mac'hagnet (Medevac) pe kas-adkas soudarded.

E-kerzh brezel Vietnam 7,013 UH-1s o deus bet nijet ha 3,305 a zo bet distrujet. 1,074 blenerien a zo marvet gant 1,103 soudarded an ekipachoù. Kalonek e oa ar soudarded-se rak ne oa ket ral bezañ taget gant tennoù ar Viet Cong kuzhet er janglenn dru ha dreist-holl pa veze ret mont da adpakañ soudarded an troadegiezh bac'het e-tal ur strollad enebourien kreñvoc'h kement-mañ o vezañ dindan tennoù. Al letanant an USAF, James P. Fleming a zo ar blenier bisaskell "Huey" anavezetañ bet eo bet enoret gant ur Medal of honor (Medalenn a enor) evit un nij brezel sevenet gantañ d'ar 26 a viz du 1968.

Un UH-1H o touarañ e-kerzh un nij-brezel e Vietnam, bloavezh 1970.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.