Mont d’an endalc’had

M60 (mindrailherez)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus M-60)
Saco M60


Ur vindrailherez Saco M60 pleget he daoubez
Kinnig
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare Mindrailherez yenaet dre aer
Mont en-dro Tennata dre amprest gazoù, piston
Munision 7,62 × 51 mm
Produer orin Saco Defense
Krouidigezh 1952-1957
Perzhioù teknikel
Mas hollek gant an daoubez (hep kartouchenn) 10,5 kg
Hirder 1.105 mm
Hirder ar c'hanol 560 mm

Hed-tenn pleustrek 1.100 m
Lusk tennañ teorikel 550-650 tenn/mn
Tizh mont e-maez ar boledoù 853 m/s
Endalc'h Bandennoù dispenn gant stagelloù M13
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

An M-60 pe Saco M60 a zo ur vindrailherez liesimplij standart el lu stadunanat abaoe 1957. Kambret eo evit kartouchennoù 7,62 × 51 mm NATO.

An M-60 a zo awenet gant ar fuzuilhoù-mindrailher Lewis Mark I hag FG 42, hag ar vindrailherez MG42. Anavezet ez eo dreist-holl dre e implij e-pad brezel Vietnam, met implijet e vez c'hoazh hiziv an deiz. Sañset eo an M240 diazezet war an FN MAG kemer he flas er bloavezhioù a zeu.

Ma z'eo bet implijet kalzig hag ez eo brudet-mat e-touez ar soudarded e chom un arm gant kalzig a sioù. Aes e c'hall chom bout pa vez lous, hag uhel a-walc'h eo he fouez. Lesanvet eo bet "The Pig" ("ar pemoc'h") gant ar soudarded. Ret eo bezañ arbenikaet ha munut evit derc'hel anezhi kempenn. Gwellaet e voe en Istor ha fiziaploc'h eo ar stumm modern M60E3 implijet hiziv[1].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gallout a raed implijout an M-60 er c'hoari digoust enlinenn Battlefield Play4free pa vezed gant ur renk medisin.
  • Er film Rambo II e vez lakaet kalz an M-60 war-wel, hag implijet anezhi gant an haroz. Skeudenn kinnig ar film eo John Rambo gant an arm-mañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie Visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 263
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan