M60 (mindrailherez)
Neuz
M-60
Iskevrennad eus | general-purpose machine gun |
---|---|
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Manufacturer | General Dynamics |
Munision | 7,62 × 51 mm NATO |
Lakaet er servij | 1957 |
An M-60 pe Saco M60 a zo ur vindrailherez lijer implijet el lu amerikan abaoe 1957. Anavezet ez eo dreist-holl dre e implij e-pad brezel Vietnam. Lesanvet ez eo ivez "The Pig" ("ar pemoc'h").
Implijout a ra kartouchennoù 7,62 × 51 mm NATO.
Istor an M-60[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An M-60 a zo ur c'hemmesk etre ar vindrailherez Lewis Mark I (un arm deus ar Brezel-bed kentañ), hag ar mindrailherezioù FG-42 hag MG42, daou arm implijet gant an Trede Reich e-pad an Eil Brezel-bed.
Ma z'eo bet implijet kalzig hag ez eo brudet-mat gant an dud e chom un arm gant kalzig a sioù. Aes e c'hall chom bout pa vez lous. Ouzhpenn da-se eo ret bezañ arbenikaet ha munut evit derc'hel anezhañ kempenn.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
-
Soudard an 101st Airborne Division e-pad Brezel Vietnam
-
M-60 evel arm-dor e-bourzh ur viñsaskell Huey e-pad Brezel Vietnam
-
Ur stourmer eus ar Jabhat Taḥrīr Moro al-ʿIslāmiyyah e Filipina gant un M-60
-
Poliserien Kolombia
-
Soudard stadunanat o tennañ gant un M-60 e 2002
-
Ur soudard stadunanat eus an nerzhioù ispisial Navy SEALs
Adkemer er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gallout a raed implijout an M-60 er c'hoari digoust enlinenn Battlefield Play4free pa vezed gant ur renk medisin.
- Er film Rambo II e vez implijet kalz ha lakaet war-wel an M-60 gant an haroz. Skeudenn kinnig ar film a zo John Rambo gant an arm-mañ.