Fallschirmjägergewehr 42
Fallschirmjägergewehr 42
(FG 42) | |
---|---|
Fallschirmjägergewehr 42 adstumm F | |
Kinnig | |
Bro | Trede Reich |
Mont en-dro | Fuzuilh-arsailh aotomatek pe damaotomatek |
Munisionoù | 7,92 × 57 mm (anvet ivez 8 mm Mauser) |
Produerien | Rheinmetall-Borsig, Heinrich Krieghoff Waffenfabrik, L. O. Dietrich |
Mare implij | 1942-1945 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 4,38 kg (stumm E), 5,05 kg (stumm G) |
Hirder | 945 mm (stumm E), 975 mm (stumm G) |
Hirder ar c'hanol | 800 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 500 m |
Lusk-tennañ | 900 tenn/mn (stumm E), 750 tenn/mn (stumm G) |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 740 m/s |
Endalc'h | 10 pe 20 kartouchenn |
Ar Fallschirmjägergewehr 42, anavezetoc'h dindan e anv FG 42, zo ur fuzuilh-arsailh ha fuzuilh-vindrailher savet evit ar Fallschirmjäger, harzlammerien an arme alaman e-pad an Eil Brezel-bed. Talvezout a ra hec'h anv Fuzuilh (Gewehr) an Harzlammerien (Fallschirmjäger).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Efedus e voe an unvezhioù Fallschirmjäger da vare aloubadeg an Danmark e miz Ebrel 1940, met kudennoù a voe lakaet war-wel e-pad an oberenn Merkur e Kreta e miz Mae 1941 : lammat a rae ar soudarded alaman gant armoù-dorn nemetken, ha rediet e vezent da adtapout o armoù galloudusoc'h (Karabiner 98k, MP40 hag MG34) e kontenerioù harzlammet e memes koulz hag int. Dre-se en em gavent hep gellet en em zifenn diouzhtu pa erruent war an douar. O armoù aotomatek skañv nemete, ar pistolennoù-mindrailher MP40, a oa re verr hed-tenn pleustrek o c'halibr (9 mm Parabellum) evit talañ ouzh ar fuzuilhoù-mindrailher BREN implijet gant ar saozon ha kambret e .303 British.
Ur c'haier-kargoù strizh a voe skrivet gant al Luftwaffe evit sevel un arm hiniennel nevez a ranke erlec'hiañ an holl re all. Rankout a rae bezañ aotomatek, resis a-walc'h evit tennañ pell, pourveziet gant kargerioù fiñv, kaout un daoubez hag ur vaionetez, tennañ serr e gulasenn e mod damaotomatek ha digor e gulasenn e mod aotomatek a-benn aesaat ar yenaat, implijout ar memes munision hag ar Karabiner 98k hep bezañ ponneroc'h pe vrasoc'h evitañ. Dont a reas a-benn an embregerezh Rheinmetall-Borsig da ginnig an arm-mañ hag asantet e voe produiñ anezhañ. Adolf Hitler a nac'has e-pad pell an arm nevez-mañ abalamour e soñje dezhañ e oa tad ar Mauser 98k war an armoù hiniennel all, met kendrec'het e voe gant Hermann Göring ha produet e voe ar Fallschirmjäger a-rummadoù adalek 1943 gant an embregerezh Krieghoff, dre ma oa re izel kapasite-produiñ Rheinmetall evit en ober ha dre ma oa Göring perc'henn war ul lodenn eus Krieghoff.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Fallschirmjägergewehr 42 a zo dezhi ur c'harger war he c'hostez, un daoubez, ur vaionetez hag ur starderez war veg he c'hanol. Reilhoù a zo ivez da c'hellet montañ ul lunedenn (ZFG42 pe ZF41). Lodennoù ar c'houch a c'haller plegañ e-pad an harzlammat. C'hwec'h stumm eus an arm a zo bet, daou anezhe, an E hag a G, o vezañ produet da vat.
- Stumm A - Pimpatrom kentañ
- Stumm B - Pimpatrom kentañ kempennet
- Stumm C - Pimpatrom "LC-6"
- Stumm D - Fallschirmjägergewehr kentañ ; esaeet war an talbenn
- Stumm E - Fallschirmjägergewehr kentañ produet a-rummadoù (anvet a-wechoù Modell I)
- Stumm F - Fallschirmjägergewehr merkezennet kentañ
- Stumm G - Stumm Fallschirmjägergewehr diwezhañ produet (anvet a-wechoù Modell II)
Stumm E (1942)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar stumm E a zo skañv hag uhel e lusk-tennañ. E zaoubez a zo just dirak e grogenn, e kreiz an arm, ha plegañ a raer anezhañ war-zu beg ar c'hanol. hag e lamm zo e metal. E zornell zo stouet-kenañ. An diuzer-tennañ (aotomatek / damaotomatek) hag ar surentez a zo bodet war ar memes bouton. Sioù a zeuas war-wel da vare implij an stumm-mañ war an dachenn : bresk e oa al lamm hag an daoubez, skañv e oa an arm ha diaes da vestroniañ pa denned e mod aotomatek. Ne oa ket akomod tamm ebet an dornell stouet. War-dro 2.000 skouerenn eus ar stumm E a voe produet hepken.
Stumm G
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ponneroc'h eo evit mestroniañ gwelloc'h argil an arm. Izeloc'h eo e lusk-tennañ (750 tenn/mn e-lec'h 900 tenn/mn). Ul lamm koad zo dezhañ, an daoubez zo staget ouzh beg ar c'hanol ha plegañ a ra war-zu lamm an arm, ar pezh a sikour ivez evit mestroniañ an argil. Hiroc'h eo e ganol (25 mm ouzhpenn), dispartiet eo an diuzer-tennañ diouzh ar surentez. Un dirouder a zo a-dreñv d'ar gulasenn da virout ouzh an douilhezioù da nijal e dremm an tenner. Izeloc'h e oa kalite pezhioù ar Fallschirmjägergewehr G a-benn fonnusaat ar produiñ.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nebeud a Fallschirmjägergewehr 42 (etre 7.000 ha 10.000 hervez an istimadurioù) a voe produet etre 1943 ha 1945 hepken. Implijet e voent e miz Gwengolo 1943 gant soudarded ar Fallschirmjäger Lehrbataillon evit dieubiñ Benito Mussolini. Ar bras anezhe a voe implijet war talbenn kornôg Europa adalek miz Even 1944. Ur c'hard eus ar skouerennoù produet a oa etre daouarn an 2. Fallschirmjäger-Division, a chomas etre Kemper ha Landerne e miz Gouere 1944 hag a gemeras perzh e emgann Brest etre miz Eost ha miz Gwengolo 1944. Abalamour d'e goust-produiñ ha d'e wikefre luziet e voe dilezet tamm-ha-tamm an FG 42 ur wech ijinet ha produet ar Sturmgewehr 44.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Fusil-Mitrailleur FG42 – Comparaison des Deux Grands Types de Fallschirmgewehr war chadenn Maître Luger (15/09/2023)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Martin J. Dougherty. Armes à feu, Elcy éditions (in fr). 304 p. ISBN 9782753205215.
- (en) FG 42 Paratroop Rifle war lec'hienn Australian War Memorial (lennet d'ar 06/02/2024)
- (en) DUGELBY Thomas B., STEVENS R. Blake, Death from above - The german FG 42 paratroop rifle, Collector Grade Publications, 1990, 160 p.