Lamm (arm-tan)

Eus Wikipedia
Lamm ur fuzuilh-chase Winchester.

Al lamm, lamm-fuzuilh, pe horzh-fuzuilh zo ur pezh eus un arm-skoaz a gaver a-dreñv ar c'hanol. E bal eo aesaat ar bukañ hag izelaat efedoù an argil war an arm en ur stabilaat anezhañ.

Asambles gant ar fust e c'hall bezañ al lamm ur skor evit pezhioù all an arm evel ar c'hanol hag ar blatinenn. Mont a ra al lamm eus penn an arm betek takad an draen. Ennañ e c'haller kavout un c'hombod da renkañ ostilhoù, munisionoù pe dafar all. Toull e c'hall bezañ da skañvaat an arm. Difiñv e oa al lammoù war an armoù-skoaz koshañ. Bremañ e kaver ivez lammoù teleskopek pe plegus. E koad, metal pe danvezioù sintetek e c'hall bezañ graet al lammoù.

Er brezelioù da skouer, en un emgann krog-ha-krog, e c'hall servij al lamm da skeiñ gant un enebour.

Stummoù lammoù hengounel. A : Lamm saoz, B : Lamm pistolenn, C : Lamm Loñjenn-voc'h, D : Lamm Loñjenn-voc'h dezhañ divjod mod Bavaria, E : Lamm Loñjenn-voc'h dezhañ divjod, F : Lamm Monte-Carlo dezhañ divjod Monte-Carlo.

Stummoù lammoù disheñvel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stummoù disheñvel a zo d'al lammoù-fuzuilh. Divjod a c'haller kavout war o c'hostez ivez, da lavaret eo seurt bosoù.

  • Lamm saoz, eeun, hep dornikez[1] ;
  • Horzh gouzoug alarc'h, garbet ;
  • Lamm pistolenn, dezhañ un dornell evel hini ur bistolenn da aesaat ar c'hregiñ en arm ;
  • Lamm Monte-Carlo, uheloc'h e nec'h evit ar re all ;
  • Lammoù savet gant an armeurer gall Verney-Carron evel an horzh toull biz-meud pe an horzh born evit an dennerien zo disheñvel kostez o lagad mestr evit hini o dorn mestr [2].

Lammoù plegus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div bistolenn-vindrailher Uzi gante o lamm pleget (a-us) ha dibleget (dindan) er Victory Show 2015 e Cosby, Leicestershire, Bro-Saoz.

War armoù zo e c'haller plegañ o lamm evit ma kemerfe nebeutoc'h a blas. Da gentañ e oa bet ijinet ar sistem-mañ evit an harzlammerien o doa ezhomm da lampat er-maez eus ar c'harr-nij hep ma ne stokje o arm ouzh toull an nor. Abalamour da se e stager ar rakger para da fuzuilhoù zo da zikouez eo plegus o horzh, evel evit ar Para-FAL da skouer. E Rusia e stager al lizherenn S d'an armoù-se (evit Skladnoy, "plegañ)"[3].

Priziet eo ivez al lammoù plegus e-touez ar soudarded kaset gant kirri-houarnet evit gounit plas e-bourzh o c'harbedoù pe gant reoù an Nerzhioù ispisial a rank bale e-pad pell gant o arm a-wechoù.

Lamm teleskopek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lammoù modern teleskopek (a-gleiz) ha plegus (a-zehou).

Gant ul lamm teleskopek e c'haller berraat an arm da zougen anezhañ hag azasaat e hirder hervez ezhommoù ha ment an tenner. Ar sistem-mañ a gaver muioc'h-mui war an armoù-skoaz brezel evel ar garabinenn Colt M4, ar fuzuilh-argad CZ Bren 2 pe fuzuilh-arsailh standart nevez an arme gall, an HK 416. Fuzuilhoù-chase evel ar Benelli M4 A1 o deus ul lamm plegus ivez.

War an armoù-dorn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dornell pe dornikez a raer kentoc'h eus lamm un arm-dorn. E dornell ur bistolenn e lakaer ar munisionoù abalamour e siler ar c'harger ennañ. War bistolennoù pe revolverioù zo e c'haller ouzhpennañ ul lamm evit bukañ aesoc'h.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Straight, swan neck, Monte-Carlo, pistol: what’s it all about? war al lec'hienn Browning.eu, 06/09/2019 (lennet d'ar 17/01/2024) (saozneg)
  2. Les différents types de crosses de Verney-Carron war Chassons.com, 24/12/2015 (lennet d'ar17/01/2024) (galleg)
  3. Gordon L. Rottman, The AK-47 : Kalashnikov-series assault rifles, Oxford, Osprey Publishing, dastumad « Weapon », 2011, p. 20 (saozneg)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan