Mont d’an endalc’had

Benelli M4

Eus Wikipedia
Benelli M4 Super 90
Ur fuzuilh Benelli M4
Kinnig
Bro  Italia
Doare Fuzuilh flour he c'hanol damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest-gazoù, piston
Munisionoù Kalibr 12/76
Produer Benelli
Mare produiñ Abaoe 1998
Perzhioù teknikel (stumm orin)
Mas (hep kartouchenn) 3,82 kg
Hirder 889 mm (lamm pleget)
1.010 mm (lamm dibleget)
Hirder ar c'hanol 470 mm

Hed-tenn pleustrek 50 m
Tizh mont e-maez ar bannadelloù 408 m/s
Endalc'h Karger korzennek
Stumm an arme
6+1 gartouchenn 12/76
7+1 gartouchenn 12/70
Stumm sivil
5+1 gartouchenn 12/76
6+1 gartouchenn 12/70
Stummoù 2+1 gartouchenn evit marc'had diabarzh Italia
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Benelli M4 Super 90 zo ur fuzuilh flour he c'hanol damaotomatek ijinet gant an embregerezh armoù-tan italian Benelli e 1998. Arm diwezhañ ar rummad Super 90 eo. Implijet e vez evel arm emgann a-dost gant armeoù ha nerzhioù ispisial kalz broioù, pe evel arm-difenn gant polisoù a bep lec'h. An US Marine Corps a ra gant an M4 abaoe 1998[1]. E Frañs e vez implijet gant ar GIGN[2].

An M4 zo dezhi ur c'hanol berr 470 mm evit gellet bezañ implijet aesoc'h en emgannoù a-dost, hag ur c'harger korzennek dezhañ un endalc'h 7 kartouchenn 12/70 pe 6 kartouchenn 12/76. Kambret eo er c'halibr 12 hepken. He lamm zo teleskopek. Ur reilh Picatinny a gaver a-us d'ar gulasenn evit ouzhpennañ ostilhoù taktik evel ur buker poent ruz pe ul lamp. Amprouet e oa bet an arm er Stadoù-Unanet evit tennañ 25.000 tenn hep ne vije cheñchet pezh a-bouez ebet[3].

  1. (fr) L'Histoire de Benelli, war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 20/09/2024)
  2. (fr) ALATI Alexandre, Têtes de pont du GIGN en province et en outre-mer, Raids.fr, 12/09/2018 (lennet d'an 20/09/2024)
  3. (en) CUTSHAW Charles Q., Heckler & Koch/Benelli's M4 Super 90/XM1014 - the US Military's Innovative New Tactical Shotgun, war Club Guns, 1999 (lennet d'an 20/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan