Mont d’an endalc’had

Buker poent ruz

Eus Wikipedia
Ur buker poent ruz Tasco ProPoint war ur garabinenn Ruger 10/22.

Ur buker poent ruz, anvet ivez red dot e bed an armoù (diwar e anv saoznek red dot sight) a zo ur benveg bihan ijinet e kreiz ar bloavezhioù 1970 hag a vez montet war reilhoù un arm-tan hiniennel, evit sikour an tenner da vukañ buan, a-drugarez d'ur poent liv bannet ouzh ur skramm bihan. Ne vez ket brasaet ar sibl gant ur buker poent ruz evel gant ul lunedenn. E bal eo kavout ar buanañ ar gwellañ ur sibl tost a-walc'h. Abalamour da se e vez implijet gant ar soudarded pe ar polis dreist-holl, war pistolennoù damaotomatek pe fuzuilhoù-arsailh. Gellet a raer ober gantañ evit chaseal ivez. Ne vez ket implijet er sportoù tennañ, war-bouez evit an tenn pleustrek. Mont a ra en-dro gant piloù.

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan