Ruger 10/22
| Ruger 10/22 | |
|---|---|
Ur garabinenn Ruger 10/22 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Karabinenn damaotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil |
| Munisionoù | .22 Long Rifle (stummoù orin) .22 WMR .17 HMR (adstummoù) |
| Produerien | Sturm, Ruger & Co., kopiennoù ha pezhioù gant kalz embregerezhioù all |
| Mare produiñ | Abaoe 1964 |
| Skouerennoù produet | War dro 7.500.000 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas | 2,300 kg |
| Hirder | 978 mm |
| Hirder ar c'hanol | 559 mm |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 346 m/s (e .22 LR) |
| Endalc'h | Karger-tro 10 kartouchenn (stumm orin) |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Ruger 10/22 zo ur rummad karabinennoù damaotomatek produet dizehan gant an embregerezh stadunanat Sturm, Ruger & Co. abaoe 1964. Unan eus ar c’harabinennoù .22 Long Rifle gwerzhet ar muiañ eo er Stadoù-Unanet c'hoazh hiziv-an-deiz, ma vefe nevez pe eildorn[1]. Implijet e vez evit ar sportoù tennañ, ar plinking, ha chaseal loened bihan e Norzhamerika dreist-holl.
Perzhioù nesañ ha stummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar stumm orin a zo kambret e .22 LR. Pourveziet e vez gant ur c’harger-tro dek kartouchenn ennañ. E-touez ar stummoù all kinniget gant ar merk e kaver [2]:
- 10/22 Magnum (1998 – 2006), kambret e .22 WMR[3]
- 10/17 (2004-2006), kambret e .17 HMR
- 10/22 International Model, dezhi ul lamm hag ur fust doare Mannlicher.
- 10/22 Carbine, kanol 18.5"
- 10/22 Target, kanol ponner 20 meutad, evit ar sportoù tennañ
- 10/22 Target lite, heñvel ouzh ar stumm Target met dezhi ul lamm toullet evit ar biz-meud.
- 10/22 Compact, dezhi ur c’hanol 16.12"
- 10/22 Sporter, kanolioù 18.5", 20" pe 22"
- 10/22 Tactical : kanol 16.12" gant ur c'huzh-tan e beg he c'hanol
- 10/22 Competition
- 10/22 Takedown
- 10/22 Charger Pistol
Niverus eo an embregerezhioù a brodu pezhioù evit an 10/22 ha priziet eo gant an dennerien a blij dezhe ober customing evit personelaat o arm.
Implij gant armeoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez ur stumm kemmet eus an 10/22 gant Tsahal, dezhañ ur reduer-son, er brezel etre Palestina hag Israel. Hervez an israelianiz eo mat an arm evit kontroliñ manifestadegoù feuls abalamour d’e galibr izel : "nebeut-marvel" e vefe herveze. Tabut a sav war ar c’hoñsept-mañ ha berzet e voe implij an 10/22 a-enep an engroez e 2001, a-raok bezañ adaotreet e 2009. An arm zo kaoz eus kalz gloazadennoù pe marvioù e-touez ar Balestinianiz yaouank[4].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) METESH Logan, Top Selling Guns | January 2025, Guns & Ammo, 13/02/2025 (lennet d'ar 24/02/2025)
- ↑ (en) Pajenn an 10/22 war lec'hienn Ruger (lennet d'an 20/03/2024)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'imprévu, 2022, p. 154-155
- ↑ (en) KLEIN Jeff, Another made in USA "less-lethal" weapon kills in Palestine, 14/01/2011 (lennet d'an 20/03/2024)