Plinking
Ar plinking zo un doare da dennañ gant armoù-tan pe armoù-plom war gwennoù ha n'int ket standart er sportoù tennañ, evel boestoù-mir, tammoù koad pe boutailhoù. Dont a ra e anv eus ar ger plink a zo un drouzadell saoznek evit trouz un dra o stekiñ ouzh ar metal.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roud a gaver eus an termen er c'helaouennoù saoznek adalek ar bloavezhioù 1940 ha 1950[1].
War dachennoù prevez e vez graet plinking peurliesañ. Un doare marc'hadmatoc'h eo da bleustriñ war an tennañ hep mont dre ret d'ur stand, a c'hell bezañ koustus, pell pe re strizh e reolennoù hervez tud 'zo. Evit ar chaseourien e c'hall ar plinking bezañ talvoudus pa c'hellont pleustriñ er-maez war gwennoù teirment pe fiñv, en un endro a zo tostoc'h da hini o dudi evit ur stand-tennañ. Tennerien 'zo a c'hall bezañ displijet gant aergelc'h ar standoù-tennañ ivez.
Implijet e vez peurliesañ armoù-plom pe armoù-tan dezhe ur c'halibr izel evel ar 4,5 mm pe an .22 Long Rifle. Pa vez tizhet ar gwenn e ra un trouz, e kouezh pe e tarzh ; aesoc'h eo neuze gouzout ez eo bet tizhet evit pa stok ar vannadell ouzh ur gwenn paper.
Stump shooting a raer eus an dudi-mañ pa vez graet a-drugarez d'ur wareg.
Lezenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Frañs ez eo aotreet tennañ gant armoù eus ar rummadoù C ha D war dachennoù prevez en ur zoujañ ouzh un nebeud reolennoù e-keñver trouz ha surentez[2]. E kêrioù 'zo e c'hall bezañ strishoc'h ar reolennoù pe difennet penn-da-benn an implij-mañ eus an armoù.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) EDER, Fred J. : 'Plinking' is popular sport for guns shooters, e The Monitor, 12/10/1953 (lennet d'ar 24/03/2024)
- ↑ (fr) Landelle Philippe : A-t-on le droit de s'entraîner au tir dans son terrain ?. In : 'Le Chasseur Français, 22/03/2021. Kavet : 24/03/2024.