Mont d’an endalc’had

Reduer-son

Eus Wikipedia
Armoù a bep seurt, dezhe redueroù-son montet war veg o c'hanol.

Ur reduer-son zo ur pezh a lakaer war veg kanol un arm-tan evit izelaat e drouz ha/pe kuzhat ar flamenn produet gant an tennoù. Implijet e vez peurliesañ e bed ar sportoù tennañ evit izelaat an trouzioù re greñv da ziskouarn an dennerien pe amezeien ar standoù tennañ, pe e bed an arme e-barzh unvezioù a rank labourat en ur mod diskred, evel an nerzhioù ispisial da skouer.

Gwel a-droc'h ur reduer-son.

En ur reduer-son e tremen ar gazoù produet gant tarzhadenn an tenn dre harzoù a bep seurt, hervez sistem ar reduer-son. A-drugarez d'an harzoù-se e vez distanet tamm-ha-tamm ar gazoù ha daleet o mont er-maez en aergelc'h tro-dro d'ar c'hanol. En desped d'ar pezh a weler er filmoù n'haller ket, peurliesañ, mougañ son un tenn penn-da-benn a-drugarez d'ur reduer-son, met izelaat anezhañ eus un 20 dB bennak. Efedus-tre eo ar redueroù-son pa vezont implijet asambles gant munisionoù subsonek (dindan 340 m/s), evel lod eus ar re e .22 Long Rifle da skouer.

Sistemoù redueroù-son a bep seurt.

Peurliesañ e vez biñset ar reduer-son war veg ar c'hanol a-drugarez d'ur saziladur. Tri saziladur eztaolet e meutadoù amerikan a gaver peurliesañ war an armoù-tan : 1/2-20 , 1/2-28 pe 5/8-24. 1/2-20 a dalvez da skouer e kaver 20 sazil war hed un hanter-veutad[1].

A-wechoù e vez enbarzhet ar reduer-son er c'hanol war-eeun, peurliesañ en armoù savet evit an nerzhioù ispisial evel ar garabinenn De Lisle, ar bistolenn Welrod pe ar bistolenn-vindrailher HK MP5SD.

E Bro-C'hall e c'haller chaseal gant ur reduer-son hervez lezenn abaoe 2018[2]. Renket eo ar redueroù-son e rummad o c'halibr hervez lezenn : ur reduer-son evit un arm e .22 Long Rifle a vo da skouer er rummad C, hag unan savet evit ar c'halibr 9 mm Parabellum er rummad B.

  1. (fr) Filetage de canon war lec'hienn RDS (lennet d'ar 16/04/2024)
  2. (fr) Arrêté du 2 janvier 2018 [...] war lec'hienn Légifrance, lennet d'ar 16/04/2024
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan