HK MP5
Heckler & Koch Maschinenpistole 5 | |
---|---|
Un HK MP5 A3 | |
Kinnig | |
Bro | Alamagn |
Mont en-dro | Pistolenn-vindrailherez aotomatek |
Munision | 9 × 19 mm Parabellum |
Produer | Heckler & Koch |
Mare implij | Abaoe 1966 (e meur a vro) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 2,54 kg |
Hirder | 680 mm |
Hirder ar c'hanol | 225 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 200 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 400 m/s |
Lusk-tennañ | 800 t/mn |
Endalc'h | Kargerioù-fiñv 15, 30, 40, 50 pe 100 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro C'hall | A |
An HK MP5 (diouzh hec'h anv klok Heckler und Koch Maschinenpistole 5) zo ur bistolenn-vindrailher ijinet er bloavezhioù 1960 gant an embregerezh alaman Heckler & Koch.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude berzh ar fuzuilh-arsailh G3 e fellas da Heckler & Koch sevel ur familh armoù diazezet war he stumm.[1] Adalek 1964 e labouras an embregerezh war ur pimpatrom pistolenn-vindrailher, a voe anvet da gentañ HK MP54. Kambret e oa e 9 mm Parabelllum. E 1966 e voe dibabet gant ar Bundesgrenzschutz (gwarded-harzoù) hag unvezioù zo eus ar Bundeswehr.
Daoust d'he lusk-tennañ uhel (800 tenn/mn) e oa bihan an arm. E sistem kulasenn vlodet a zegase nebeud a argil ha chom a rae resis memestra pa veze tennet a-dennadegoù en ur mod aotomatek. E berzhioù mat a lakaas anezhañ da vezañ an arm implijet ar muiañ gant ar strolladoù enep-sponterezh ha nerzhioù ispisial ar polis er bed a-bezh.[2] Nav stumm nesañ eus an MP5 a zo bet kinniget abaoe 1964, dezhe degadoù a adstummoù all.[1]
Implijerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Degadoù a vroioù o deus implijet an HK MP5 pe a ra c'hoazh. En o zouez e kaver Brazil, Sina, India, Iwerzhon, Rusia pe Japan evit o folis pe o servijoù enep-sponterezh, ar GIGN e Frañs pe ar servijoù kuzh hag an FBI e Stadoù-Unanet Amerika. An SAS o deus implijet an arm en oberadur Nimrod evit dieubiñ ostajed e kannati Iran e Londrez e 1980.[3]
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un HK MP5 a zo treset war arouez ar strollad komunour alaman RAF (Rote Armee Fraktion) bet oberiant etre 1970 ha 1988.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) BUCKLES Vincent, HK MP5 - History and function, war FireArms News, 08/06/2020 (lennet d'an 02/06/2024)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.229 ha 230
- ↑ (en) SAS Weapons - MP5 war Elite UK Forces (lennet d'an 02/06/2024)