HK G3

Eus Wikipedia
Heckler & Koch HK G3
Skeudenn ar pennad Heckler & Koch HK G3

Un Heckler & Koch HK G3A4 (en nec'h) hag HK G3A3 (en traoñ)
Kinnig
Bro Alamagn
Mont en-dro Fuzuilh-arsailh aotomatek / damaotomatek
Munisionoù 7,62 × 51 mm NATO
Produer Heckler & Koch
Mare produiñ 1959 - 2001
Mare implij Abaoe 1960
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,400 kg - 4,700 kg hervez an adstummoù
Mas (karget) 5,200 kg - 5,500 kg hervez an adstummoù
Hirder 1.025 mm
Hirder ar c'hanol 450 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 600 m
Lusk-tennañ 600 tenn/mn
Tizh mont e-maez ar boledoù 920 m/s
Endalc'h 5, 10, 20, 30 pe 40 kartouchenn (karger eeun) ; 50 pe 100 kartouchenn (karger ront)

An HK G3 (pe Heckler & Koch G3 e stumm hir) zo ur fuzuilh-arsailh produet eus 1951 betek 2001 gant an embregerezh alaman Heckler & Koch.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn an Eil Brezel-bed e oa bet savet ur stumm nevez d'ar fuzuilh-arsailh Sturmgewehr 44 gant an ijinour alaman Ludwig Vorgrimler, Gerät 06H e anv. Goude ar brezel e voe rediet Vorgrimler da labourat evit Bro-C'hall er CEAM (Mülhausen, Elzas). Kinnig a reas ar CEAM 50, un arm deveret eus ar Gerät 06H, met ne voe ket degemeret gant an arme c'hall ha kaset e voe an ijinour da labourat er CETME spagnolat, dindan ren Werner Heyen, bet e penn rann an armoù aotomatek e Ministrerezh Armoù an Trede Reich. D'ar mare-se e felle d'an dikatour Francisco Franco adsevel ul lodenn eus industriezh armoù ar renad nazi en e vro.[1]

E miz Kerzu 1950 e kinnigas Vorgrimler ar fuzuilh-arsailh CETME Modelo 2, deveret eus an Stg 44 hag eus ar CEAM 50. Abalamour da live uhel an teknologiezhioù ret evit sevel anezhi ha da wander e industriezh, ne voulc'has ket Spagn gant produiñ an arm. Alamagn ar C'hornôg a ziskouezas interest evit ar Modelo 2 un nebeud bloavezhioù goude evit pourvezañ ar Bundesgrenzschutz (savet e 1951) hag ar Bundeswehr (krouet e 1955). Savet e voe neuze un emglev gant an embregerezh yaouank Heckler & Koch evit produiñ an arm dindan an anv G3. Ar produer Rheinmetall a dapas ivez ur gevrat evit produiñ pezhioù zo eus ar fuzuilh.

Kambret e voe ar G3 gant kalibr standard AFNA 7,62 x 51 mm ijinet e 1954. Meur a adstumm a zo bet savet eus an HK G3 abaoe 1960. Armoù all a zo deveret anezhañ, evel an HK 33, e stumm 5,56 x 45 mm. An HK 33 en deus awenet d'e dro an HK G41, an HK G36 ha diwezhatoc'h an HK 416.

Soudarded Kenya gante fuzuilhoù HK G3 e 2006.

Stummoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur stumm fuzuilh mailh tenner a zo bet diazezet warnañ hag a zo an HK G3/SG1.

Implijerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berzh he deus graet buan an HK G3 adalek ar bloavezhioù 1960. E-touez ar fuzuilhoù-arsailh brudetañ er bed emañ. Ouzhpenn 80 stad o deus implijet anezhi, en o zouez Bro-C'hall, Italia, Stadoù-Unanet Amerika, Iran, Kolombia, ha Turkia.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) LARRIBÈRE Christophe, Le Heckler und Koch G3, héritier du IIIè Reich, né en Europe : un succès mondial e Science et Vie Guerres & Histoire n°56, miz Eost 2020, p. 72-73
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan