Mont d’an endalc’had

9 × 19 mm Parabellum

Eus Wikipedia
(Adkaset eus 9 x 19 mm Parabellum)
Arabat eo droukveskañ gant 9 × 19 mm Glisenti.
9 × 19 mm Parabellum
Skeudenn ar pennad 9 × 19 mm Parabellum
Kartouchennoù 9 mm Parabellum hag o boled (e-kreiz)
Doare
Doare korf an douilhez kreuzenn, eeun
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh alaman
Muzulioù
Ø bannadell 9,01 mm
Ø trogleuziñ 8,82 mm
Ø kolier 9,65 mm
Ø korf an douilhez 9,93 mm
Ø strad 9,96 mm
Tevder ar strad 1,27 mm
Hirder an douilhez 19,15 mm
Hirder ar gartouchenn 29,69 mm
Perzhioù all
Pouez ar gartouchenn 12 g
Pouez ar vannadell 3,9 g - 8,4 g
Boled standart : 125 greunenn (8,10 g)
Tizh mont e-maez V0 350 - 610 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 2.350 bar
Energiezh ar vannadell 481 - 538 J
Emors SP
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An 9 × 19 mm Parabelllum, anvet ivez 9 mm Luger, zo ur c'halibr kartouchennoù savet e 1902 evit ar pistolennoù damaotomatek Parabellum a groge da vezañ implijet en arme alaman[1]. Ar c'halibr armoù-dorn implijetañ eo er bed bremañ[2], abalamour dezhañ da vezañ unan eus munisionoù standart AFNA.

Savet e voe ar gartouchenn e 1902 diwar c'houlenn morlu an Impalaeriezh alaman, a oa plijet gant ar c'hartouchennoù 7,65 mm Parabellum met a glaske ur galloud-herzel uheloc'h. An embregerezh DWM a verraas neuze hirder douilhez ar 7,65 mm hag a uhelaas kalibr he munision betek 9,01 mm. Ar morlu a zibabas ar bistolenn Parabellum kambret evit ar gartouchenn nevez e 1904. Heuliet e voe gant an tirlu e 1908, pa choazas ar bistolenn Parabellum P08. E 1917 e voe kemmet ar boled krenngernennek orin evit unan begek ha gwisket. Ar stumm-mañ eo ar vannadell standart implijet betek hiziv. Goude ar Brezel-bed Kentañ e krogas broioù all da implijout ar munision en o armoù standart. An hini gentañ anezhe e voe Belgia, a choazas ar Browning Hi-Power kambret e 9 mm Parabellum[3].

Tri doare 9 mm Parabellum, a gleiz da zehou : boled plom krenngernennek, boled kernennek FMJ (Full Metal Jacket), boled HP (Hollow Point)

Implijet e voe ar munision gant an armeoù alaman e-pad an Eil Brezel-bed, e-barzh armoù standart evel an MP40 pe ar Walther P38, met broioù all a grogas da sevel armoù kambret evit ar munision, evel ar bistolenn-vindrailher STEN saoz, evit aesaat o implij gant ar Rezistanted a-drugarez da gartouchennoù seziset da gentañ. Goude ar brezel e ledas tamm-ha-tamm implij an 9 mm Parabellum evel kartouchennoù standart an armoù-dorn hag ar pistolennoù-mindrailher e armeoù AFNA hag e kalz servijoù polis. Ar Stadoù-Unanet a chomas pelloc'h gant ar .45 ACP, met choaz armoù evel ar Beretta 92 evit an arme stadunanat er bloavezhioù 1980 a lakaas an 9 mm Parabellum da vezañ ar c'halibr armoù-dorn implijetañ er bed hiziv an deiz[3].

Boledoù an 9 mm Parabellum a vez alies ur galonenn blom gwisket gant laton, ha douilhez ar munision a zo e laton ivez peurliesañ. Douilhezioù e danvezioù all evel an dir kouevret (Alamagn, 1940), an dir penn-da-benn (Alamagn, 1941-1945 pe Frañs e 1954) pe an aluminioù (Suis e-pad an Eil Brezel-bed) a gaver ivez. An houarn zo bet implijet evit produiñ boledoù gant an Trede Reich ivez, pa oa berrentez war ar plom e-kerzh ar brezel[4].

Implijet e voe ar gartouchenn er bistolenn Luger P08 savet gant Georg Luger, un arm hag a zeuas da vezañ poblek e Stadoù-Unanet Amerika e hanterenn gentañ an XXvet kantved. En Europa e raer gant an anv 9 mm Parabellum pe 9 mm Para ; e Stadoù-Unanet Amerika e vez anvet aliesoc'h 9 mm Luger. Saverien munisionoù eus Europa evel Sellier & Bellot a ra muioc'h-mui gant an anv Luger da glask gounit tachenn war ar marc'had amerikan.

Un nebeud armoù brudet kambret e 9 mm Parabellum

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) 9 mm Para war Club de tir 22-28 (lennet d'an 28/08/2024)
  2. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 309
  3. 3,0 ha3,1 (en) POPENKER Maxim, 9mm Luger – 9×19 Luger / Parabellum, Modern Firearms (lennet d'ar 06/05/2025)
  4. (fr) 9 mm Parabellum war Arme et Passion (lennet d'ar 06/05/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan