.22 WMR
Neuz
| .22 WMR | |
|---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .22 Court, .22 Long Rifle, .22 Winchester Magnum Rimfire ha .22 Hornet | |
| Doareoù | |
| Kalibr | .22 / 5,7 mm |
| Doare douilhez | bourled |
| Doare skeiñ | war an dro |
| Bro orin | |
| Mare implij | Abaoe 1959 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 5,804 mm |
| Ø trogleuziñ | 5,6 mm |
| Ø kolier | 6,18 mm |
| Ø korf an douilhez | 6,23 mm |
| Ø strad | 7,62 mm |
| Tevder ar strad | 1,27 mm |
| Hirder an douilhez | 26,7 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 34 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 2,3 - 2,6 g |
| Tizh o vont e-maez V0 | 560 - 600 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 360 - 440 J |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
An .22 WMR , .22 Winchester Magnum Rimfire ,.22 Magnum pe .22 Mag zo ur munision armoù-tan hiniennel ijinet e 1959 gant an embregerezh stadunanat Winchester. Galloudusoc'h eo evit an .22 Long Rifle. E voled a c'hall bezañ gwisket pe lakaet drajez plom ennañ. Ar munision nemetañ eo en deus graet berzh e-touez ar re skoet war o zro savet en XXvet kantved[1]. An arm kentañ kambret e .22 WMR e oa ar Winchester Model 61 (1960). Evel an holl gartouchennoù skoet war o zro eo difennet e Frañs evit chaseal al loened karnek (kirvi, yourc'hed, moc'h-gouez da skouer) abalamour d'he nerzh re izel.
Un nebeud armoù kambret e .22 WMR
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fuzuilhoù ha karabinennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En o zouez ez eus fuzuilhoù daouhanter a ginnig ur c'hanol all kambret e kalibr 12.
- Marlin Model 57M Levermatic
- Savage Model 24
- Winchester Model 61, 275 ha 255
- CZ 457
- Chiappa Double Badger
- Springfield Armory M6 Scout
- Chiappa M6 Survival Gun
- Ruger 10/22
- Remington Model 597
- Savage arms A22 Magnum
Revolverioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar merkoù-mañ o deus produet revolverioù kambret e .22 WMR :
- Smith & Wesson
- Colt
- Taurus
- North American Arms
- Heritage Arms
- Sturm, Ruger & Co.
Pistolennoù damaotomatek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kel-Tec, Grendel hag AMT o deus produet pistolennoù e .22 WMR.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) BARNES Frank C., Cartridges of the World (10th ed.), Krause Publications, 2003