Kalibr 12

Eus Wikipedia
Kalibr 12
Skeudenn ar pennad Kalibr 12

Pevar c'halibr kartouchennoù chase, a gleiz da zehou : .410 - Kalibr 28 - Kalibr 20 - Kalibr 12
Doare
Kalibr 12 / 18,5 mm
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadelloù Etre 1 hag 8,5 mm
Ø stagell an douilhez 20 mm
Ø korf an douilhez 20 mm
Hirder ar gartouchenn Etre 44 ha 89 mm
Pouez ha perzhioù all
Pouez ar bannadelloù 28 - 44 g
Tizh o vont e-maez V0 360 - 600 m/s
Energiezh ar vannadell 3.000 - 5.000 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar c'hartouchennoù kalibr 12 eo ar munisionoù implijetañ er fuzuilhoù-chase flour o c'hanolioù. Poblek-tre int abaoe ar bloavezhioù 1950[1]. Liezimplij int ha gellet a reont bezañ karget gant drajez plom bihan, evit lapouseta, chaseal gedon, lern, pe gant drajez plom tev evit ar moc'h-gouez. Ur boled a c'haller lakaat e-barzh ivez evit ar moc'h-gouez pe an demmed. A-wechoù e vez staget an drajez plom etreze gant orjal a-benn brasaat galloud ar munision.

Stummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

18,5 mm eo treuzkiz un douilhez kalibr 12. Evit envel doare ur munision e ouzhpenner hirder e zouilhez : ur gartouchenn 12/76 a ra 76 mm hirder. Hirderioù liesseurt a gaver war ar marc'had. Ar re implijetañ e Bro-C'hall eo an 12/65 (32 g plom), an 12/67 (67,5 mm, etre 32 ha 36 g plom), 12/70 (40 g plom) ha muioc'h-mui an 12/76, anvet ivez «12 Magnum», enni 50 g plom.

Hirderioù all a gaver :

  • 44 mm (pe Mini 12), ral, produet gant Aguila.
  • 50 mm : kartouchenn evit bannadelloù kaoutchoug.
  • 60 mm : kartouchenn ral savet evit ar fuzuilh MAG-7.
  • 89 mm : kartouchenn nevez en em gavet e Frañs, anvet ivez Ultra Magnum, enni etre 44 g ha 63 g plom.

Implijoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hartouchennoù kalibr 12 a c'hell bezañ karget ivez gant ur fuzeenn alarm, ur boled kaoutchoug pe gaz lakrimojen evit bezañ implijet gant ar polis da skouer.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Le calibre 12 n'est pas un 12 millimètres ! war ar blog FCM25, 19/11/2014 (lennet d'an 10/02/2024) (galleg)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan