Evn
Neuz
(Adkaset eus Labous)
- Evit implijoù all, gwelet Evn (disheñvelout).
| |||
---|---|---|---|
Un alarc'h roueel
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An evned (pe laboused) zo loened mellkeinek pluek hag askellek. Pevar ezel zo dezho, ha daou anezho, anvet an divaskell, a dalv d'an darn vrasañ anezho da nijal. War-dro 25 urzhiad evned zo.
Kanañ pe richanañ a ra an evned peurvuiañ. Darn a ragach pe a c'hragailh (piged).
Evnoniezh a vez graet eus studi an evned. Evneta zo kement ha chaseal evned, hag an evnetaerezh a zo gwelet evel un arz gant tud zo.
Urzhadoù evned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'emañ ket a-du an holl evnoniourien gant an doare da rummata an evned. Amañ-dindan ez eus lakaet un doare da rummata anezho. E-kichen pep urzhiad, etre krommelloù, ez eus lakaet ur skouer pe ziv.
- Usurzhad Paleognathae (49 spesad) :
- Usurzhad Neognathae (10 000 spesad) :
- Anseriformes (alarc'h)
- Galliformes (fazan)
- Charadriiformes (gouelan)
- Turniciformes (turniz)
- Gaviiformes (splujer)
- Podicipediformes (plomer)
- Procellariiformes (albatroz)
- Sphenisciformes (mank)
- Pelecaniformes (pilikant)
- Phaethontiformes
- Ciconiiformes (c'hwibon)
- Cathartiformes
- Phoenicopteriformes (flammeg)
- Falconiformes (falc'hun)
- Accipitriformes (skoul)
- Gruiformes (garan)
- Mesitornithiformes
- Pteroclidiformes (ganga)
- Columbiformes (dube)
- Psittaciformes (kaketou)
- Cuculiformes (koukoug)
- Musophagiformes (tourako)
- Opisthocomiformes
- Strigiformes (kaouenn)
- Caprimulgiformes (adren)
- Apodiformes (glaouer)
- Trochiliformes (evn-kelien)
- Coraciiformes (diredig)
- Upupiformes (houperig)
- Piciformes (speg)
- Trogoniformes (trogon)
- Coliiformes
- Passeriformes (golvan)
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Div gontadenn dastumet gant Fañch an Uhel.
- Evnig ar Wirionez, an dour a dañs, hag an aval a gan
- Evnig e û aour.
- Teir son dastumet gant Fañch an Uhel.
- Evnig Krec'h-Simon
- An Evnig rous
- Evnig Sant Nikolaz
- Ur varzhoneg gant Maodez Glanndour, Marv an Evned
Anv divoutin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv-tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le Nezn, anv-tiegezh, eus kornad Plouganoù.
- En anvioù-pluenn barzhed ar C'horsez e veze implijet stank ar ger evn (evel ar gerioù skrilh hag eostig), un amzer zo bet; anaout a reer:
- Evnig Penn-ar-C'hoad, saver Son ar C'hafe.
Anv-lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roc'h an Evned, e Logivi-Plaeraneg: [1]
- Karreg an Evned, e mervent Enez Rennod e Tregastell
- Kêr-an-Evned, anv meur a di, e kostez an aod.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rummad al laboused renket hervez o anv boutin
- Rummad al laboused renket hervez o anv skiantel
- Timbroù a-zivout al laboused
Dave
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le Trésor du Breton Parlé, Jules Gros, trede levrenn, pajenn 153.