Ciconiiformes
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Mycteria ibis
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Ciconiiformes | ||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ciconiiformes a zo un urzhiad e rummatadur an evned, enni ar c'hwiboned hag evned kar dezho. An urzhiad-mañ a zo bet cheñchet kalz er bloavezhioù diwezhañ ha diwar-se eo disheñvel-mat an niver a gerentiadoù enni hervez ar rummatadurioù. Ciconiidae a c'hellfe bezañ ar c'herentiad nemetañ ennañ.
Kerentiadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ciconiidae (c'hwiboned, jabirued, begoù-digor, maraboued...)
E Ciconiiformes pe e Pelecaniformes :
- Ardeidae (kerc'heized, bongorzed...)
- Balaenicipitidae (beg-botez)
- Scopidae
- Threskiornithidae (ibized, spanelled)
E Rummatadur Sibley-Ahlquist e vez kendeuzet meur a urzhiad e Ciconiiformes : Charadriiformes, Sphenisciformes, Procellariiformes, Falconiformes, Phoenicopteriformes, Podicipediformes...