Mont d’an endalc’had

Askell

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Divaskell)
Un alarc'h o tigeriñ e zivaskell.
Eskell :
1- Hini ar pterosaor
2- Hini an askell-groc'hen
3- Hini an evn


Eskell, pe divaskell, eo izili al loened-nij, evned pe amprevaned, hag a dalv dezho da nijal peurvuiañ.

Dre helebiezh e reer ivez askell eus traoù hañval ouzh eskell an evned. Komz a reer

Nijal a ra an darn vrasañ eus an evned. Darn avat n'hallont ket ober.

Pluñv a zo war an divaskell evel war gorf an evned. Dispakañ ha hejañ o divaskell a ra an evned pa reont al lez d'ar parezed.

N'eus nemet al logod-dall (pe eskell-groc'hen) a gement hag o deus divaskell ha n'int ket evned: bronneged int. Ar gwiñvered-nij n'o deus ket divaskell: ur patagium an hini eo, a c'hallont plavañ gantañ, met sevel en aer n'hallont ket.

Stlejviled ivez o deus bet eskell, ar pterosaored, met pell zo n'eus ket anezho ken.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]