Diredig brizh
Neuz
| |||
---|---|---|---|
Un diredig brizh (par).
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Coraciiformes | ||
Kerentiad : | Alcedinidae | ||
Genad : | Ceryle | ||
Anv skiantel | |||
Ceryle Boie, 1828 | |||
Anv skiantel | |||
Ceryle rudis (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An diredig brizh (liester : dirediged brizh)[1] a zo ur spesad evned, Ceryle rudis an anv skiantel anezhañ.
Ar spesad nemetañ er genad Ceryle an hini eo.
Anvet e voe Alcedo rudis (kentanv) da gentañ-penn (e 1758)[2] gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al laboused-mañ a zo brizh du ar pluñv anezhe hag aes-kenañ ez eo o anavezout en abeg d'o figos hir du ha da guchenn o fenn. Diskouez a ra ar spesad un dimorfegezh revel dre ma toug ar par div vandenn-vruched hag e barez unan hepken.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar amprevaned-dour, artropoded bihan, kresteneged ha pesked.
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad a gaver ar pemp isspesad[3] anezhañ :
- Ceryle rudis insignis, e reter ha gevred Sina, Hainan,
- C. r. leucomelanurus, eus reter Afghanistan, dre India da greisteiz Sina ha hanternoz Indez-Sina,
- C. r. rudis, en Egipt hag Afrika issahara,
- C. r. syriacus, eus Turkia da Israel betek mervent Iran,
- C. r. travancoreensis, e mervent India.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Ceryle rudis war al lec'hienn BirdLife International.
- (en) Ceryle rudis war lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ (en) AnimalBase.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Ceryle rudis.