Pesk

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pesked)
Pesked

Pesked dour dous
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar pesked a zo loened dour mellkeinek, angelloù ouzh o c'horf, goloet o c'hroc'hen gant skant alies. Analat a reont gant brenkoù.

Er c'hontrol diouzh ar peder c'hevrennad mellkeineged all (bronneged, evned, divelfenneged ha stlejviled) ned a ket ar pesked d'ober ur gevrennad drezi he-unan er rummatadur klasel.

Pesked ha denien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma vevont e-leizh en dourioù dous hag an dourioù sall e vezont preizet a-gozh gant an dud. Meur a deknik a zo bet implijet evit pesketa ha meur a ostilh lies e vent ken eo aet ar peskerezh eus un teknik hiniennel, hag ez eo c'hoazh, da live ar greanterezh pesketa gant bagoù-pesketa ramzel. Darn eus ar peskerezh a-yoc'h a ya da bourchas bleud pesked.
Implijet e vez ar pesked evit boueta an dud, koulz ha loened zo, ha teknikoù keginerezh a zo bet diorroet a-hed an amzer. Lodennoù eus ar pesked a vez implijet evit fardañ traezennoù evel dilhad, peg pe draoù arzel.

Emdroadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummatadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 28.000 spesad pesked a zo hag an darn vrasañ anezho a zo pesked askornek (27.000 spesad) :