Colt's Manufacturing Company
Ar Colt's Manufacturing Company (pe CMC, gwechall Colt's Patent Firearms Manufacturing Company) zo un embregerezh armoù-tan amerikan diazezet e Hartford (Connecticut). Savet e oa bet gant Samuel Colt e 1855 goude freuz-stal e embregerezh kent, ar Patent Arms Manufacturing of Paterson (New Jersey). Brudet eo bet evit e revolverioù adalek an XIXvet kantved, met produet en deus ivez armoù modern implijet gant armeoù Stadoù-Unanet Amerika hag AFNA en XXvet kantved.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da 22 vloaz, e 1836, e lakaas Samuel Colt ur breved war ur revolver anvet Colt Paterson. Digeriñ a reas e uzin kentañ, ar Patent Arms Manufacturing of Paterson, en New Jersey[1]. Mont a reas en-dro betek e freuz-stal e 1842. E 1847, da geñver ar brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, an arme amerikan a urzhias 1.000 skouerenn eus ar Colt Walker, ur revolver un ober ijinet asambles gant Samuel Hamilton Walker.
Sevel a reas neuze ar Colt's Patent Firearms Manufacturing Company hag e tigoras un uzin e Hartford. E-pad brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika e pourvezias armeoù an Norzh gant 127.157 revolver Colt 1860 Army, ha revolverioù Colt 1861 Navy.
E 1862 e varvas trumm Samuel Colt, hag e 1864 e voe distrujet uzin Hartford gant un tan-gwall. Daoust da se e chomas bev an embregerezh a-drugarez da gresk ar goulenn war an armoù-tan degaset gant astenn ar vro war-zu kornôg ar c'hevandir. Ar Colt Single Action Army (1872) a voe dibabet gant an arme. Lesanvet e voe ar peacemaker (peoc'haer) ha dont a reas da vezañ arm arouezius ar mare-se eus istor ar Stadoù-Unanet.
XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant John Moses Browning e kenlabouras an embregerezh. Produiñ a reas ar bistolenn Colt M1911 hag ar fuzuilh-vindrailher Browning BAR M1918 implijet adalek ar Brezel-bed Kentañ. E-pad an Eil Brezel-bed e implije Colt 15.000 den, evit produiñ da skouer ar bistolenn-vindrailher Thompson dindan aotre.
E dibenn ar bloavezhioù 1950 e prenas Colt breved an AR-15 digant an an embregerezh Armalite. Dont a reas da vezañ fuzuilh-arsailh nesañ arme S.U.A. er bloavezhioù 1960 ha kantadoù a viliadoù anezhi a voe produet gant Colt dindan an anv M16.
E dibenn ar bloavezhioù 1960 e voe savet gant an embregerezh ar Colt Shields, ur revolver a denne tammoù kleiz, evit pourveziñ ar vleinerien kirri-nij-linenn betek-gouzout e vije bet klasket adtuañ o c'harbed gant torfedourien. Adalek ar bloavezhioù 1980 e voe kollet tachenn tamm-ha-tamm gant Colt. Arme ar Stadoù-Unanet a zibabas ar Beretta 92 da gemer plas ar Colt M1911 e 1985. Gouarnamant ar vro a sinas ur gevrat gant an FN Herstal evit produiñ ar fuzuilh M16. E 1992 e tisklêrias Colt bezañ dindan gouarn al lezenn amerikan war ar freuz-stal. Prenet e voe an embregerezh evit 26 milion dollar gant ar strollad Zilkha & Co e 1994.
XXIañ kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ bet gwerzhet, rannet ha bodet adarre e kendalc'h Colt da vont war vihanaat e deroù ar c'hantved. Koll a ra marc'had produerezh ar garabinenn M4. Lakaet e vez an embregerezh dindan gouarn al lezenn war ar freuz-stal ur wech ouzhpenn e 2015[2]. Prenet eo bet e 2021 gant an holding tchek Česká zbrojovka Group, a vez adanvet Colt CZ Group e miz Ebrel 2022[3]. Hervez ez eus bet produet war-dro 30 milion a armoù gant an embregerezh Colt abaoe 1836 [4].
Produioù brudetañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar revolverioù Colt Paterson, Colt 1851 Navy, Colt 1860 Army, Colt 1861 Navy, Colt Single Action Army, Colt New Service, Colt Anaconda, Colt Python, Colt Cobra, Colt Lawman, Colt Walker, Colt King Cobra ha Colt Trooper ;
- ar pistolennoù Colt M1911, Colt Double Eagle ;
- ar fuzuilh-arsailh Colt M16 hag hec'h adstummoù, en o zouez ar garabinenn M4 ;
- ar bistolenn-vindrailher Thompson produet dindan aotre, hag ur stumm eus an M16 kambret e 9 mm Parabellum, ar Colt 635 SMG.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) The Colt Story war lec'hienn an embregerezh (lennet d'ar 24/02/2024)
- ↑ (fr) Le fabricant d'armes Colt à nouveau en faillite war Le Monde, 16/06/2015 (lennet d'ar 24/02/2024)
- ↑ (en) Ceska Zbrojovka Group has changed its name to Colt CZ Group SE war bajenn ar strollad, 12/04/2022 (lennet d'ar 24/02/2024)
- ↑ (en) Samuel Colt war lec'hienn ar chadenn History, 29/03/2023 (lennet d'ar 24/02/2024)