Colt New Service
| Colt New Service | |
|---|---|
Ur revolver Colt New Service stumm Shooting Master | |
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Revolver daou-ober |
| Kalibr | Stummoù kentañ .38-40 .44 Russian .44 Special .44-40 .45 Colt .455 Webley Stummoù all .45 ACP .38 Special .357 Magnum Ha reoù all |
| Saver | Colt |
| Bloavezh krouidigezh | 1898 |
| Mare produiñ | 1898 - 1946 |
| Mare servij | 1909 - 1911 (arme ar Stadoù-Unanet) |
| Niver produet | War-dro 356.000 |
| Perzhioù teknikel | |
| Pouez | 1,1 kg |
| Hirder | 273 mm |
| Hirder ar c'hanol | 140 mm |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 198 m/s |
| Endalc'h | Taboulin 6 tenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Colt New Service a zo ur revolver daou-ober produet etre 1898 ha 1946 gant an embregerezh stadunanat Colt. Ar revolver standart diwezhañ e voe e arme ar Stadoù-Unanet etre 1909 ha 1911 dindan an anv Colt M1909, a-raok ne vije kemeret e blas gant ar bistolenn Colt M1911 en ur mod ofisiel. Kalz ofiserien stadunanat a viras ar Colt New Service gante koulskoude, p'o doa aon e chomje boud ar bistolenn war an dachenn-emgann[1].
Implijet e voe kalz da vare ar Brezel-bed Kentañ[2], estreget gant ar Stadoù-Unanet, peogwir e voe pourvezet armeoù Breizh-Veur ha Kanada gantañ ivez[3].
Meur a adstumm eus an New Service a zo bet produet. Ar re nesañ eo an Target hag ar Shooting Master savet evit ar sportoù tennañ. Ar revolver Colt kentañ eo en doa un daboulin da wintañ hag a droe e tu nadozioù un horolaj. War-dro 356.000 skouerenn anezhañ a zo bet produet en holl[3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, p. 162
- ↑ (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 74
- ↑ 3,0 ha3,1 (fr) Colt New Service Modèle 1909 en .455 Webley war littlegun.info (lennet d'an 21/08/2024)