Mont d’an endalc’had

.44-40 Winchester

Eus Wikipedia
.44-40 Winchester


Ur gartouchenn .44-40 Winchester (a-gleiz)
Doare
Kalibr .44
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mare implij Abaoe 1873
Doare douilhez bourled, eeun
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadell 10,8 mm
Ø kolier 11,3 mm
Ø skoaz 11,6 mm
Ø korf an douilhez 12 mm
Ø strad 13,3 mm
Tevder ar strad 1,7 mm
Hirder an douilhez 33,1 mm
Hirder ar gartouchenn 40,4 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell Etre 13 ha 15 g
Tizh ar boled V0 Etre 300 ha 379 m/s
Energiezh ar vannadell Etre 680 ha 933 J
Emors LR
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar .44-40 Winchester, anvet ivez .44 Winchester, .44 WCF (Winchester Center Fire) pe .44 Largo er broioù spagnolek, zo ur munision armoù-tan hiniennel krouet ha gwerzhet adalek 1873 gant an embregerezh stadunanat Winchester evit ar garabinenn Winchester Model 1873[1]. Dont a ra e anv eus e galibr (.44 meutad) ha deus ar gargad poultr du a oa ennañ (40 greunenn). Anvet e voe .44-40 pa grogas an embregerezh Union Metallic Cartridge Co. da broduiñ e stummoù dezhañ e-unan.

Poblek e teuas da vezañ e fin an XIXvet kantved. Armoù kambret evit ar gartouchenn-mañ a voe kinniget gant embregerezhioù all, evel ar revolverioù Colt Frontier 6-Shooter (un adstumm d'ar Single Action Army) hag ar Smith & Wesson Model 3. En hanterenn gentañ an XXvet kantved ez eas diwar-c'hiz. Kemeret e voe e blas e kalz armoù gant ar munisionoù .30-06 Springfield da skouer. Ur munision ral eo hiziv-an-deiz hag a vez implijet gant dastumerien armoù kozh dreist-holl.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 187
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan