Mont d’an endalc’had

Winchester Model 1873

Eus Wikipedia
Winchester Model 1873
Skeudenn ar pennad Winchester Model 1873

Stumm Rifle Round Barrel ar Winchester Model 1873
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Karabinenn pe fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre loc'henn-grogenn
Munisionoù Stummoù kozh :
.44-40 WCF
.38-40 WCF
.22
Stummoù modern :
.44-40 WCF
.45 Colt
.357 Magnum/.38 Special
Produer Winchester Repeating Arms Company, kopiennoù gant embregerezhioù all en Europa
Mare produiñ 1873-1919, produiñ adkroget hiziv an deiz
Skouerennoù produet War-dro 720.000 (etre 1873 ha 1919)
Pouez ha muzulioù (stumm karabinenn)
Mas 4,300 kg
Hirder 965 mm
Hirder ar c'hanol 482 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù 335 m/s
Endalc'h Karger korzennek 13 kartouchenn
Adstummoù Gwelet an destenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C pe D

Ar Winchester Model 1873 zo ur ur fuzuilh tennata dre loc'henn-grogenn produet gant an embregerezh stadunanat Winchester adalek 1873. Unan eus armoù-skoaz brudetañ fin an XIXvet kantved eo. Stag eo ouzh mare astenn Stadoù-Unanet Amerika war-zu ar C'hornôg ha gwelet a raer anezhi e meur a film western.

Istor ha mont en-dro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poblek-tre e oa ar munisionoù skoet war o zro er bloavezhioù 1860 er Stadoù-Unanet, met ne oant ket galloudus. E 1873 e kinnigas Winchester e fuzuilh gentañ enni munisionoù skoet en o c'hreiz, ar Model 1873[1]. Kambret e oa da gentañ er c'halibr .44-40 Winchester, met kalibroù all a voe kinniget goude[2] evel an .38-40 Winchester (adalek 1879), an .32-20 Winchester (1882) hag an .22 (adalek 1884, 19.738 skouerenn produet)[3].

Gwel a-droc'h eus gwikefre dre loc'henn-grogenn ar Model 1873.

Ul loc'henn-grogenn a lak ar munisionoù da vont er gambr. Pourvezet eo an arm gant ur c'harger korzennek disheñvel e endalc'h hervez ar stummoù, eus 13 betek 27 kartouchenn ennañ. Implijet e veze sistem al loc'hennoù-krogenn abaoe ur 25 bloaz bennak er Stadoù-Unanet ha brudet eo gwikefre ar Model 1873 evit bezañ unan eus ar re solutañ ha fiziaplañ bet produet.

E 1885 e krogas Winchester da werzhañ stummoù One of one Thousand ("Unan diwar mil") eus ar Model 73 : amprouet e veze pep kanol en uzin ha pa ziskoueze unan bezañ resisoc'h evit ar re all e veze savet gant un draen ispisial hag ur fust gantañ plakennoù metal engravet kaer. Gwerzhet e veze ar stummoù One of one thousand war-dro 100$ an tamm, pa oa 18$ priz ur Model 1873 boutin d'ar poent-se[4].

Chom a reas ar produiñ a-sav e 1919[1], pa oa bet gwerzhet e-tro 720.000 skouerenn eus ar Model 73[2], ar pezh a oa uhel-tre d'ar mare-se. Hiziv an deiz eo adkrog Winchester da broduiñ karabinennoù M1873 kambret e .44-40 Win, .357 Magnum/.38 Special pe .45 Colt.[5]

Tri stumm nesañ d'ar Model 1873 a voe savet :

  • stumm fuzuilh, kanol 24 meutad (61 cm)
  • Rifle round barrel (stumm karabinenn), kanol 20 meutad (51 cm)[3]
  • Musket (stumm mousked), kanol 30 meutad (76 cm), evit an arme dreist-holl (5% eus ar re M1873 produet etre tout), karger 17 kartouchenn e .44-40 Winchester. Ur vaionetez a c'halle bezañ lakaet d'ar stumm-mañ.[3]

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp.122-123
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (en) Model 1873 war lec'hienn The Winchester Arms Collectors Association (lennet d'an 28/04/2024)
  3. 3,0 3,1 ha3,2 (fr) ACHARD Olivier, L'univers des fusils, Solar, 1994, pp. 56-57
  4. (en) CAMPBELL Dave, A look back (and forward) at the 1873 Winchester, war al lec'hienn American Rifleman, 01/10/2013 (lennet d'an 28/04/2024)
  5. (en) Pajenn ar Model 1873 war lec'hienn an embregerezh Winchester (lennet d'an 28/04/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan