Mont d’an endalc’had

Draen (armoù)

Eus Wikipedia
Draen ur bistolenn damaotomatek.

Draen un arm eo ar pezh a laosk an tenn da vont pa vez pouezet warnañ, gant ar biz-yod peurliesañ. Drein a gaver war an armoù-tan, an armoù dre aer gwasket, an arbalastroù pe ar fuzuilhoù-harpon.

Drein an armoù-tan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Draen ar braz eus an armoù-tan a-vremañ zo ul loc’hennig plat dirak dornell an arm. An draen a vez gwarezet alies gant ur pezh-surentez tro-dro dezhañ anvet pontig. An draen a c'hall bezañ ur bouton a bouezer warnañ gant ar biz-meud evel war ar vindrailherez Browning M2.

Pezhioù gwikefre ur fuzuilh-vorailh : (A) draen, (B) pluenn, (C) gwinterell ar skoer, (D) skoer

Pazennoù mont en-dro un draen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar red a zo etre stad an draen er paouez hag al laoskel, da lavaret eo ar poent ma lakay an arm da dennañ.[1] Disheñvel e c’hall bezañ keit ar red hervez an armoù. Berr-tre eo da skouer war ar revolverioù kentañ un-ober a veze produet en XIXvet kantved evel ar Colt Single Action Army. Kalz hiroc’h eo war ar pistolennoù modern implijet gant an arme pe ar polis evit abegoù surentez. Hervez kalite an armoù e c’hall skrabat muioc’h pe nebeutoc’h an draen, ma vez berus gwikefre an arm pe get.

Al loc'hañ (break e saozneg) eo ar mare rik ma vez laosket gwinterell ar skoer da vont gant an draen evit skeiñ ouzh emors ar gartouchenn, dre hanterouriezh ar bluenn.[1]

Fin ar red eo ar red berr a ra an draen war an adreñv goude al loc'hañ abalamour da nerzh anniñv ar biz. Pa ne vez ket mestroniet mat fin ar red e c’hall degas kudennoù war resisted an tenn.

Evit echuiñ e tistro an draen e-unan d'e blas orin. Pa vez re brim a c’hell izelaat resisted an tenn ivez.

Pa vez implijet un arm e mod un-ober e servij an draen da dennañ nemetken. Pa vez implijet ur blatinenn daou-ober pe daou-ober-nemetken, an draen a arm ar wikefre hag a denn war un dro.

Pouez-loc'hañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pouez-loc'hañ un draen (a zo un nerzh e gwirionez) eo ar pouez a ranker lakaat warnañ da dizhout poent al loc'hañ, da lavaret eo tennañ ar boled da vat. Disheñvel eo pouezioù-loc’hañ an drein hervez an doareoù armoù-tan hag o implij.

War an armoù-dorn implijet e mod daou-ober pe dezhe ur blatinenn daou-ober-nemetken e servij an draen da zaou dra : ardarmiñ ar wikefre da gentañ ha tennañ goude. Muioc’h a bouez a ranko bezañ lakaet war an draen da dennañ neuze. War ar revolverioù un-ober pe ar pistolennoù damaotomatek un-ober (evel ar Colt M1911) evit an tenn kentañ, e vo izeloc’h ar pouez-loc'hañ dre ma ranker armiñ ar wikefre gant ar c’hi da gentañ.

Skouerioù pouezioù-loc'hañ (reolet en uzin)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War an armoù-dorn implijet gant ar polis e vez uhel alies ar pouez-loc’hañ evit izelaat ar riskloù gwallzarvoudoù pe tennoù hep c’hoant. War an armoù implijet er sportoù tennañ e c’hall bezañ izel-tre ar pouez-loc’hañ evit bihanaat levezon ar fiñvoù mekanik war resisted an tenn.

Ur morailh-pontig war ur fuzuilh-arsailh DesertTech MDR.

Ur bouton pe ul loc’henn surentez a gaver war ar braz eus an armoù-tan modern da stankañ an draen, hag ur morailh-pontig a c’hell bezañ implijet evit herzel un den da bouezañ warnañ. Ne viront ket ouzh an arm da laoskel un tenn atav peogwir ne ampech ket ar skoer da vont en-dro, ha gellet a ra ur gartouchenn bezañ skoet ma kouezh an arm da skouer.

  1. 1,0 ha1,1 (fr) NICOLET Évelyne, Le réglage de la détente war Tireurs Ambitieux (lennet d'ar 06/05/2024)
  2. (fr) Hervez mod-implij ar CZ 457 (pellgarget d'ar 06/05/2024)
  3. (fr) Hervez mod-implij ar Remington 700 (pellgarget d'ar 06/05/2024)
  4. (fr) Hervez mod-implij ar SIG-Sauer P220 (pellgarget d'ar 06/05/2024)
  5. (fr) LUCOT Julien, Le MAB "F" Type 2 : un pistolet vintage, e Cibles n°646, miz Ebrel 2024, pp. 72-75
  6. (en) MILLER Brad, Spring rates and trigger pull weights, war Shooting Times, 27/08/2020 (lennet d'ar 06/05/2024)
  7. (fr) Les bases war biathlonlive.com (lennet d'ar 06/05/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan