Remington 700

Eus Wikipedia
Remington Model 700
Skeudenn ar pennad Remington Model 700

Remington Model 700
Kinnig
Bro Drapeau des États-Unis Stadoù-Unanet Amerika
Mont en-dro Karabinenn-vorailh
Munisionoù Kalz kalibroù eus ar 6 mm Remington betek ar 458 Winchester Magnum
Produer Remington Arms
Mare implij Abaoe 1962 (e meur a vro)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,100 kg
Hirder 1.055 mm
Hirder ar c'hanol 558 mm (standart), eus 420 mm betek 660 mm (adstummoù)
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek Eus 100 m betek 1.800 m hervez ar c'halibr
Tizh mont e-maez ar boledoù Eus 650 m/s betek 1.100 m/s hervez ar c'halibr
Endalc'h 3, 4, 5 pe 10 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Remington model 700 zo ur garabinenn-vorailh produet abaoe 1962 gant an embregerezh Remington hag awenet gant ar c'harabinennoù Mauser Karabiner 98k, Winchester Model 70 ha Remington Model 30. Hec'h adstummoù M24 pe M40A3 a vez implijet gant an US Army hag an US Marine Corps evel fuzuilhoù tennañ a-bell.

Kinnig[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Remington 700, anvet ivez R700, a zo bet produet e meur a galibr bras abaoe he c'hanedigezh e 1962. Ar re boblekañ anezhe eo ar 7.08 Remington, an .22-250 Remington, an .243 Winchester, an .308 Winchester, an .30-06 Springfield hag an .338 Lapua Magnum.

Un arm poblek-tre eo evel fuzuilh a-bell e polis hag e armeoù ar bed a-bezh, e bed ar chase koulz hag er sportoù tennañ. Ouzhpenn 5 milion a skouerennoù anezhi zo bet produet abaoe 1962.[1]

He fust hag e lamm a gaver e meur a seurt danvez (koad, sintetek) ha meur a seurt liv. Kalz pezhioù ouzhpenn a gaver war ar marc'had ha priziet eo ar garabinenn-mañ gant an dennerien a fell dezhe sevel un arm custom.

Broioù a implij an arm evit o nezhioù-surentez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. LEE Jerry, America's rifle : The Remington Model 700 war GunDigest, 15/01/2019 (lennet d'an 23/01/2024) (saozneg)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan