.243 Winchester
Neuz
| .243 Winchester | |
|---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù 7 × 64 mm - .243 Winchester - .222 Remington - .22 LR | |
| Doare | |
| Kalibr | .243 / 6,2 mm |
| Doare korf an douilhez | kreuzenn |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 6,2 mm |
| Ø trogleuziñ | 6 mm |
| Ø kolier | 7 mm |
| Ø skoaz | 11,5 mm |
| Ø korf an douilhez | 12 mm |
| Ø strad | 12 mm |
| Hirder an douilhez | 51,90 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 68,83 mm |
| Pouez ha perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 3.56 - 6.8 g |
| Tizh ar boled V0 | 900 - 1240 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4100 bar |
| Energiezh ar vannadell | 2500 - 2900 J |
| Emors | LR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
An .243 Winchester, anvet ivez .243 Win pe 6 × 52 mm (anv metrek) zo ur munision armoù-tan hiniennel ijinet e 1955 gant an embregerezh stadunanat Winchester, da gentañ evit e garabinennoù Model 70 ha 88. Deveret eo eus an .240 Page. He douilhez zo hini un .308 Winchester strishaet he c'holier evit degemer boledoù 6,17 mm[1].
Ur c'halibr poblek eo e Frañs hag er Stadoù-Unanet. Gantañ e vez chaseet loened evel ar yourc'hed pe ar chamoezed[2]. Implijet e vez er sportoù tennañ ivez. Er Stadoù-Unanet hag e broioù all e vez graet gantañ e fuzuilhoù-resisted an arme hag ar polis. Nebeud a argil en deus met galloudus a-walc'h eo.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 102
- ↑ Hervez (fr) Le Chasseur français, HS no 26 « Armes et équipements 2002 », miz Gwengolo 2002