7 × 64 mm
| 7 × 64 mm | |
|---|---|
A-gleiz da zehou : kartouchennoù 7 × 64 mm, 7,92 × 57 mm Mauser, .243 Winchester ha .222 Remington | |
| Doare | |
| Doare douilhez | kreuzenn, boutailh |
| Doare skeiñ | e kreiz |
| Bro orin | |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 7,25 mm |
| Ø kolier | 7,95 mm |
| Ø skoaz | 10,80 mm |
| Ø korf an douilhez | 11,85 mm |
| Ø strad | 11,95 mm |
| Tevder ar strad | 1,30 mm |
| Hirder an douilhez | 64 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 84 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 9,1 - 11,3 g |
| Tizh ar boled V0 | 820 - 914 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 2.810 - 4.209 J |
| Emors | LR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar 7 × 64 mm, anvet ivez 7 × 64 mm Brenneke hervez anv e ijiner Wilhelm Brenneke, zo ur munision evit an armoù-skoaz ijinet e 1917 en Impalaeriezh alaman. Deveret eo eus an 8 × 57 is. Ur stumm dezhañ ur bourled, anvet 7 × 65 mm R, zo bet gwerzhet adalek 1920[1].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poblek eo ar gartouchenn-mañ e broioù kreiz ha reter Europa evit chaseal loened evel ar yourc'hed, ar chamoezed, ar moc'h-gouez pe ar c'hirvi. Abalamour d'he muzulioù e c'hall bezañ implijet e armoù kambret e 7,92 × 57 mm Mauser evel ar Gewehr 98 pe ar Karabiner 98k, a veze kavet stank goude an Eil Brezel-bed, abalamour ma oa bet produet milionoù a skouerennoù anezho evit an arme alaman e hanterenn gentañ an XXvet kantved. Implijet e vez stank gant ar chaseourien e Frañs ivez, dre m'eo galloudus a-walc'h evit lazhañ forzh peseurt loen a gaver eno[2][3].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 125
- ↑ (fr) DE SAINT LÉGER Baudouin, Le calibre 7 × 64, war Chassons.com, 07/11/2017 (lennet d'an 28/08/2024)
- ↑ (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 122