Karabiner 98k
Ar Karabiner 98 kurz (brezhoneg : "karabinenn verr 98") berraet e Kar98k pe K98k ha kammskrivet alies "K98" (a oa ur garabinenn all, polonat), zo ur fuzuilh gant ur gobari boledoù 7.92 × 57 mm Mauser a voe degemeret gant ar Wehrmacht d'an 21 a viz Even 1935. Bez' eo unan eus an doareoù fuzuilhoù diwezhañ bet produet gant an embregerezh Mauser.